Eil Levr Shmouel 26:5
Hôgen David a lavaraz da Akis: Ma em eûz kavet grâs dirâk da zaoulagad, rô d’in eul léac’h enn unan eûz a geriou ar vrô-man̄, évit ma chouminn énô: râk pérâg é choumfé da zervicher gan-éz é kéar ar roué?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
6Akis a rôaz éta d’ézhan̄ enn deiz-zé Siséleg: dré-zé eo eo deûet Siséleg da roué Juda bété vréma.
Read all of Eil Levr Shmouel 26
Cross References
1 Samuel 9:1Hôgen Samuel a géméraz eur fiolen éôl, a skuḻaz war benn Saül, hag hén̄ a bokaz d’ézhan̄, hag a lavaraz: Chétu ann Aotrou en deûz da éôliet da brin̄s war hé zigwéz, ha té a dennô hé bobl eûz a zaouarn hé énébourien a zô war hé drô. Hag ann dra-man̄ a vézô da arouéz d’id, ma en deûz ann Aotrou da éôliet da brin̄s.
1 Samuel 17:20Hôgen Michol, eil verc’h Saül, a garé David. Ha kémen̄t-sé ô véza bét lavaret da Zaül, é oé dâ gan̄t-han̄.
2 Samuel 2:8Hôgen Abner, mâb Ner, prin̄s armé Saül, a géméraz Isboset, mâb Saül, hag a gasaz anézhan̄ trô-war-drô d’ar c’hamp,
2 Samuel 3:27Ha pa oé distrôet Abner da Hébron, Joab a zidennaz anézhan̄ da greiz ar pors évit komza out-han̄ gan̄t touellérez: hag hén̄ a skôaz gan̄t-han̄ é plég hé vorzed; hag hé-man̄ a varvaz évit ven̄ji goâd Asael, breûr Joab.
1 Chronicles 9:39Hôgen Ner a oé tâd (T) Kis; ha Kis a en̄géhen̄taz Saül; ha Saül a en̄géhen̄taz Jonatan, ha Melkisua, hag Abinadab, hag Esbaal.