The Bible Software
Eil Levr Shmouel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Eil Levr Shmouel 26

1Ha David a lavaraz enn hé galoun: Abars némeur é kouézinn martézé étré daouarn Saül. Ha né két gwell d’in tec’hout étrézé brô ar Filistined, évit ma tiskrédô Saül ha ma éhanô d’am c’hlaskout é holl harzou Israel? En em denna a rinn éta eûz hé zaouarn.

2Ha David a zavaz hag a iéaz-kuît gan̄d hé c’houec’h kan̄t dén, étrézég Akis, mâb Maoc’h, roué Get.

3Ha David a choumaz gan̄d Akis é Get, hén̄ hag hé dâd, pép-hini gan̄d hé diad; David gan̄d hé ziou c’hrég, Ac’hinoam eûz a Jezrael, hag Abigail, grég Nabal eûr ar C’harmel.

4Rôet é oé da anaoud da Zaül pénaoz é oa téc’het David da C’het, ha na c’hoan̄téaz mui mon̄d d’hé gerc’hout.

5Hôgen David a lavaraz da Akis: Ma em eûz kavet grâs dirâk da zaoulagad, rô d’in eul léac’h enn unan eûz a geriou ar vrô-man̄, évit ma chouminn énô: râk pérâg é choumfé da zervicher gan-éz é kéar ar roué?

6Akis a rôaz éta d’ézhan̄ enn deiz-zé Siséleg: dré-zé eo eo deûet Siséleg da roué Juda bété vréma.

7Ann niver eûz ann deisiou ma choumaz David é brô ar Filistined, a oé eûz a bévar miz.

8Ha David a biñé gan̄d hé dûd, hag a breizé war ar C’hesuried, hag ar C’herzied, hag ann Amalékited; râg ar bourc’hiou-zé a oa pobl enn-hô gwéchall adaleg hen̄t Sur bété brô ann Éjipt.

9Ha David a skôé war ann holl vrô, ha na lézé béô na goâz na maouez: ha goudé m’eo dôa kéméret ann dén̄ved, hag ann éjenned, hag ann ézen, hag ar gan̄valed, hag ann diḻad, é tistrôé hag é teûé da gavout Akis.

10Hag Akis a lavaré d’ézhan̄: War-zû péléac’h éc’h eûz-té argadet hiriô? Ha David a lavaré: War-zû ar c’hrésteiz eûz a Juda, ha war-zû ar c’hrésteiz eûz a Jéraméel, ha war-zû ar c’hrésteiz eûz ar Séni.

11David na lézé béô na goâz na maouez, ha na zigasé hini da C’het, gan̄d aoun, émé-z-han̄, na lavarfen̄t droug ac’hanomp. Ével-sé é réa David; hag ével-sé é oé boazet da ôber é-keît ha ma choumaz é brô ar Fiiistined.

12Akis éta a grédaz é David, ô lavarout: Kalz a zroug en deûz gréat da Israel, hé bobl: râk-sé é vézô zervicher d’in da-vikenn. ———— XXVIII. PENNAD. Divéza brézel eûz ar Filistined a-énep Saül.

← Eil Levr Shmouel 25Read In The App, Free →Eil Levr Shmouel 27 →

Study Eil Levr Shmouel 26

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031