bible.software › Eil Levr Shmouel › Eil Levr Shmouel 27 › Eil Levr Shmouel 27:14
Eil Levr Shmouel 27:14
Hag hén̄ a lavaraz d’ézhi: Pé zoaré en deûs-hén̄? Hag hî a lavaraz: Eunn dén kôz eo a zô savet, hag hén̄ gôlôet gan̄d eur van̄tel. Ha Saül a anavézaz pénaoz é oa Samuel; hag hén̄ en em strin̄kaz war hé c’henou d’ann douar, hag a azeûlaz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In Context
13Hag ar roué a lavaraz d’ézhi: N’az péz két a aoun: pétrâ éc’h eûz-té gwélet? Hag ar c’hrég a lavaraz da Zaül: Gwélet em eûz eunn doué ô sével eûz ann douar.
15Hôgen Samuel a lavaraz da Zaül: Pérâg éc’h eûz-té va zennet eûz va éhan évit va lakaad da zével? Ha Saül a lavaraz: En̄krézet-brâz ounn; râg ar Filistined a vrézéléka ouz-in, ha Doué a zô en em dennet diouz-in, ha né két fellet d’ézhan̄ komza ouz-in, na dré ar broféded, na dré ann huvréou: râk-sé eo em eûz da c’halvet, évit ma tiskouézi d’in pétrâ a dléann da ôber.
Read all of Eil Levr Shmouel 27
This Verse In Other Editions
Study Eil Levr Shmouel 27:14