The Bible Software
Eil Levr Shmouel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Eil Levr Shmouel 27

1Enn amzer-zé ar Filistined a zastumaz hô armé, hag en em aozaz évit brézélékaat oud Israel. Hag Akis a lavaraz da Zavid: Gwéz bréma pénaoz é teûi gan-én̄ d’ar brézel, té ha da dûd.

2Ha David a lavaraz da Akis: Bréma é wézi pétrâ a rai da zervicher. Hag Akis a lavaraz da Zavid: Ha mé as lakai bépréd da ziwall ac’hanoun. (T).

3Hôgen Samuel a oa marô; hag Israel holl en dôa hé wélet, hag hî hô dôa hé vésiet é Ramata, enn hé géar d’ézhan̄. Ha Saül en dôa kaset-kuît eûz ar vrô ar strôbinellérien hag ann diouganérien.

4Ar Filistined éta en em zastumaz, a zeûaz hag a steñaz hô c’hamp é Sunam. Saül a zastumaz ivé Israel holl hag a zeûaz da C’helboé.

5Ha pa wélaz Saül kamp ar Filistined, é oé spoun̄tet, hag he galoun a oé saouzanet-brâz:

6Hag hén̄ a c’houlennaz kuzul digan̄d ano Aotrou; hag ann Aotrou na lavaraz gér d’ézhan̄, na dré ann huvréou, na dré ar véleien, na dré ar broféded.

7Ha Saül a lavaraz d’hé zervicherien: Klaskit d’in eur vaouez péhini é dévézô spéred Piton, évit m’az inn d’hé c’havout, ha ma c’houlenninn kuzul digan̄t-hi. Hag hé zervicherien a lavaraz d’ézhan̄: Béz éz eûz é Endor eur vaouez péhini é deûz spéred Piton.

8En em zic’hiza a réaz éta; hag ô véza lékéat diḻad all, éz éaz gan̄d daou zén hép-kén; hag é teûaz dioc’h ann nôz da gavout ar vaouez-zé, hag é lavaraz d’ezhi: Diougan d’in dre spéred Piton, ha laka da zével enn-oun ar péz a livirinn d’id.

9Hag ar vaouez a lavaraz d’ézhan̄: Chétu te a oar pétrâ en deûz gréat Saül, ha pénaoz en deûz kaset-kuît eûz hé vrô ar strôbinellérien hag ann diouganérien: pérâg éta éc’h aozez spiou d’in, évit va lakaad da vervel?

10Ha Saül a douaz d’ézhi dré ann Aotrou, ô lavarout: Ével ma eo béô ann Aotrou, na zigouézô droug é-béd digan-éz diwar-benn kémen̄t-man̄.

11Hag ar vaouez a lavaraz d’ézhan̄: Piou a likiinn-mé da zével d’id? Hag hén̄ a lavaraz: Laka Samuel da zével d’in.

12Hôgen pa wélaz ar c’hrég Samuel, é laoskaz eur griaden vrâz hag é lavaraz-hi da Zaül: Pérâg éc’h eûz-té va zouellet? Râk té eo Saül.

13Hag ar roué a lavaraz d’ézhi: N’az péz két a aoun: pétrâ éc’h eûz-té gwélet? Hag ar c’hrég a lavaraz da Zaül: Gwélet em eûz eunn doué ô sével eûz ann douar.

14Hag hén̄ a lavaraz d’ézhi: Pé zoaré en deûs-hén̄? Hag hî a lavaraz: Eunn dén kôz eo a zô savet, hag hén̄ gôlôet gan̄d eur van̄tel. Ha Saül a anavézaz pénaoz é oa Samuel; hag hén̄ en em strin̄kaz war hé c’henou d’ann douar, hag a azeûlaz.

15Hôgen Samuel a lavaraz da Zaül: Pérâg éc’h eûz-té va zennet eûz va éhan évit va lakaad da zével? Ha Saül a lavaraz: En̄krézet-brâz ounn; râg ar Filistined a vrézéléka ouz-in, ha Doué a zô en em dennet diouz-in, ha né két fellet d’ézhan̄ komza ouz-in, na dré ar broféded, na dré ann huvréou: râk-sé eo em eûz da c’halvet, évit ma tiskouézi d’in pétrâ a dléann da ôber.

16Ha Samuel a lavaraz d’ézhan̄: Pérâg é réz-té goulennou ouz-in, pa eo ann Aotrou en em dennet diouz-id, ha pa eo tréménet étrézé da geférer?

17Râg ann Aotrou a rai d’id ével ma en deûz hé lavaret dré-z-oun: ann Aotrou a rogô da rouan̄télez eûz da zaouarn, hag hé rôi da Zavid, da nésa:

18O véza n’éc’h eûz két sen̄tet out mouéz ann Aotrou, ha n’éc’h eûz két sévénet barnédigez hé vuanégez a-éneb Amalek: râk-sé eo en deûz ann Aotrou digaset d’id ar péz a c’houzan̄vez hiriô.

19Ann Aotrou a lakai ivé Israel gan-éz étré daouarn ar Filistined: hôgen war-c’hoaz té ha da vipien a vézô gan-én̄: hag ann Aotrou a lakai ivé kamp Israel étré daouarn ar Filistined.

20Râk-tâl é kouézaz Saül a-c’houen hé gorf d’ann douar; râk spoun̄tet é oa bét gan̄t geriou Samuel, ha n’en dôa két a ners, ô véza d’en dôa két débret a voéd héd ann deiz-zé.

21Ar c’hrég-zé a iéaz éta da gavout Saül (râg hén̄ a oa strafiḻet-brâz), hag a lavaraz d’ézhan̄: Chétu é deûz da vatez sen̄tet oud da vouéz; hag em eûz lékéat va buez étré da zaouarn: ha sélaouet em eûz ar geriou éc’h eûz lavaret d’in.

22Sélaou éta bréma ivé mouéz da vatez, ha va léz da lakaad dira-z-oud eunn nébeût bara, évit p’az pézô debret, ma teûi da wellaat, ha ma helli mon̄d enn da hen̄t.

23Hag hén̄ a zinac’haz hag a lavaraz: Na zebrinn két. Hôgen hé zervicherien hag ar c’hrég-zé her lékéaz da zibri a-énep d’ézhan̄ (T); hag hén̄ a zélaouaz hô mouéz, a zavaz diwar ann douar hag a azézaz war eur gwélé.

24Hôgen ar vaouez-zé é dôa enn hé zî eul leûé lard, hag a lékéaz hé laza râk-tâl: hag ô kémérout bleûd, é veskaz anézhan̄ hag é réaz bara di-c’hoell,

25A lékéaz dirâk Saül hag hé zervicherien. Goudé m’hô dôé débret ar ré-man̄, é savchon̄t hag é kerzchon̄t héd ann nôz. ———— XXIX. PENNAD. Prin̄sed ar Filistined a laka Akis da gâs-kuît David da Ziséleg.

← Eil Levr Shmouel 26Read In The App, Free →Eil Levr Shmouel 28 →

Study Eil Levr Shmouel 27

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031