Eil Levr Shmouel 28:6
Akis a c’halvaz éta David hag a lavaraz d’ézhan̄: Ével ma eo béô ann Aotrou, té a zô reiz ha mâd dira-z-oun, ha p’az éz ha pa zeûez gan-én̄ er c’hamp: ha n’em eûz kavet abek é-béd enn-oud, adaleg ann deiz ma oud deûet d’am c’havout bétég ann deiz-man̄: hôgen na blijez ket d’ar brin̄sed.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
7Distrô éta ha kéa é péoc’h, gan̄t aoun na zeûfé d’en em dana daoulagad prin̄sed ar Filistined.
Read all of Eil Levr Shmouel 28
Cross References
Numbers 12:6É lavaraz d’ézhô: Sélaouit va geriou: Mar béz enn hô touez eur profed d’ann Aotrou, en em ziskouézinn d’ézhan enn eur wélédigez, pé é komsinn out-han̄ dré hé gousk.
1 Chronicles 10:13Saül éta a varvaz, enn abek d’hé fallagriézou. ô véza m’en dôa torret ar gourc’hemenn en dôa gréat ann Aotrou d’ézhan̄, ha n’en dôa két hé viret, hag ô véza ouch-penn m’en dôa goulennet kuzul digan̄d ann diouganérez;
Psalms 74:9Na wélomp két hon arwésiou, n’eûz mui a brofed, ha dén na anavézô mui ac’hanomp.