The Bible Software
Eil Levr Shmouel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Eil Levr Shmouel 28

1Hôgen ar Filistined hô dôa dastumet hô holl armé é Afek: hag Israel en dôa steñet hé gamp é harz ar feun̄teun a oa é Jezrael.

2Ha prin̄sed ar Filistined a gerzé é penn kan̄t dén ha mil dén: ha David hag hé dûd a ioa er gward-adré gan̄d Akis.

3Ha prin̄sed ar Filistined a lavaraz da Akis: Pétrâ a fell d’ann Hébréed-zé? Hag Akis a lavaraz da brin̄sed ar Filistined: ha na anavézit-hu két David, péhini a zô bét servicher da Zaül, roué Israel, hag a zô gan-én̄ meûr a zeiz, pé meûr a vloaz zô, ha n’em eûz kavet nétrâ enn-han̄, abaoé ma eo deûet d’am c’haout, bété vréma?

4Hôgen sével a réaz droug é prin̄sed ar Filistined out-han̄, hag hî a lavaraz d’ézhan̄: Ra zistrôi ann dén-zé, ha ra choumô el léac’h é péhini éc’h eûz hé lékéat, ha na ziskennet két d’ann emgann gan-é-omp, gan̄d aoun na zeûfé da énébour d’é-omp pa vézimp en em lékéat da stourmi. Râk pénaoz éc’h hellô-hén̄ lakaat da derri ners ann drouk a zô enn hé aotrou, német oc’h hol laza-ni? (T).

5Ha né két David diwar-benn péhini é kanen̄t enn eur zan̄sa, ô lava-rout: Saül en deûz lazet mil anézhô, ha David dék mil.

6Akis a c’halvaz éta David hag a lavaraz d’ézhan̄: Ével ma eo béô ann Aotrou, té a zô reiz ha mâd dira-z-oun, ha p’az éz ha pa zeûez gan-én̄ er c’hamp: ha n’em eûz kavet abek é-béd enn-oud, adaleg ann deiz ma oud deûet d’am c’havout bétég ann deiz-man̄: hôgen na blijez ket d’ar brin̄sed.

7Distrô éta ha kéa é péoc’h, gan̄t aoun na zeûfé d’en em dana daoulagad prin̄sed ar Filistined.

8Ha David a lavaraz da Akis: Pétrâ em eûz-mé gréat, ha pétrâ éc’h eûz-té kavet enn-oun mé da zervicher, adaleg ann deiz ma’z ounn en em ziskouézet d’id bétég ann deiz-man̄, évit na zeûinn két ha na stourminn két a-énep énébourien ann aotrou, va roué?

9Hôgen Akis a lavaraz da Zavid: Mé a oar pénaoz oud mâd dirâk va daoulagad, ével eunn éal-Doué: hôgen prin̄sed ar Filistined hô deûz lavaret: Na biñô két gan-é-omp d’ann emgann.

10Saô éta diouc’h ar min̄tin, té ha servicherien da vestr a zô deûet gan-éz: ha goudé ma viot savet diouc’h ann nôz, pa c’houlaouô ann deiz, ît-kuît.

11Ével-sé David a zavaz gan̄d hé dûd diouc’h ann nôz, évit mon̄d enn hen̄t diouc’h ar min̄tin hag évid distrei da vrô ar Filistined: hag ar Filistined a biñaz da Jezrahel. ———— XXX. PENNAD. David a zô tréac’h d’ann Amalékited.

← Eil Levr Shmouel 27Read In The App, Free →Eil Levr Shmouel 29 →

Study Eil Levr Shmouel 28

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031