Eil Levr Shmouel 6:14
Hag ar c’heriou a oa bét kéméret gan̄d ar Filistined war Israel, adalek Akkaron bété Get, a oé rôet adarré da Israel gan̄d hô harzou. Ével-sé é tennaz Israel eûz a zaouarn ar Filistined; ha péoc’h a oé étré Israel hag ann Amorréed.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
15Ha Samuel a varnaz Israel é holl zeisiou hé vuez.
Read all of Eil Levr Shmouel 6
Cross References
Judges 6:26Hag é savi eunn aoter d’ann Aotrou da Zoué war benn ar méan-zé, war béhini éc’h eûz ken̄t kenniget eur sakrifiz: hag é kéméri ann eil darô hag é kennigi anézhan̄ ével eur sakrifiz-losk war eur bern-keûneûd eûz ann hini éz pézô trouc’het er c’hoat.
1 Samuel 7:9Hôgen bréma sélaou hô mouéz: koulskoudé lavar d’ézhô ha diougan d’ézhô gwîr ar roué a dlé hô réna.
2 Samuel 24:22Hag Aréuna a lavaraz da Zavid: Kéméret ha kenniget ann aotrou, va roué, ar péz a gavô mâd. Chétu éjenned évid ar sakrifiz-losk, hag eur c’harr, ha géviou éjenned é léac’h keûneûd.