Eil Levr Shmouel 6
1Tûd Kariatiarim a zeûaz éta hag a zigasaz gan̄t-hô arc’h ann Aotrou, hag a lékéaz anézhi é tî Abinadab é Gabaa. Hag hî a wéstlaz Éléazar, hé vâb, évit mirout arc’h ann Aotrou.
2Kalz a amzer a ioa abaoé ma édô arc’h ann Aotrou é Kariatiarim (râg ugen̄t vloaz a ioa dijâ), hag holl di Israel a éhané oc’h heûlia ann Aotrou.
3Neûzé Samuel a gomzaz oud holl di lsrael, ô lavarout: Mar tistrôit oud ann Aotrou a greiz hô kaloun, tennit eûz hô kreiz ann douéed a-ziavéaz, Baalim hag Astarot; hag aozit hô kalounou d’ann Aotrou, ha na zervichit némét-han̄; hag hén̄ a zennô ac’hanoc’h eûz a zaouarn ar Filistined.
4Bugalé Israel a zistolaz éta Baalim hag Astarot, hag a zervichaz ann Aotrou hép kén.
5Ha Samuel a lavaraz: Strollit Israel holl é Masfat, évit ma pédinn ann Aotrou évid-hoc’h.
6Hag hî en em zastumaz é Masfat: tenna a réjon̄t dour a skuḻchon̄t dirâg ann Aotrou; hag hî a iunaz enn deiz-zé, hag a lavaraz énô: Péc’het hon eûz a-eneb ann Aotrou. Ha Samuel a varnaz bugalé Israel é Masfat.
7Ha pa glevaz ar Filistined pénaoz é oa strollet bugale Israel é Masfat, prin̄sed ar Filistined a biñaz a-énep Israel. Ha pa glévaz bugalé Israel kémen̄t-sé, hô dôé aoun râg ar Filistined:
8Hag é léverchon̄t da Zamuel: Na ehan két da c’harmi évid-omp étrézég ann Aotrou hon Doué, évit ma tennô ac’hanomp eûz a zaouarn ar Filistined.
9Ha Samuel a géméraz eunn oan-léaz, hag a gennigaz anézhan̄ krenn d’ann Aotrou: ha Samuel a c’harmaz oud aon Aotrou évid Israel, hag ann Aotrou a zélaouaz out-han̄.
10Hôgen en̄dra ma kennigé Samuel hé sakrifiz-losk, ar Filistined a zeûé d’ann emgann a-énep Israel: ann Aotrou a lekéaz da straka he gurun gan̄d eunn trouz brâz war ar Filistined enn deiz zé; hag hén̄ a spoun̄taz-meûrbéd anézhô, hag hô zréc’haz dirâg Israel.
11Ha tûd Israel ô véza éat er-méaz eûz a Vasfat, a iéaz war lerc’h ar Filistined, hag a skôaz gan̄t-hô bétég eul léac’h a oa dindân Betkar.
12Ha Samuel a géméraz eur méan, hag a lékéaz anézhan̄ étré Masfat ha Sen. Hag hén̄ a c’halvaz al léac’h-zé Méan ar skoazel; hag hén̄ a lavaraz: Bétég aman̄ en deûz ann Aotrou hor skoazellet.
13Hag ar Filistined a oé izéléet, ha na grédchon̄t mui don̄t war zouarou Israel. Ha dourn ann Aotrou a oé savet war ar Filistined é holl zéisiou Samuel.
14Hag ar c’heriou a oa bét kéméret gan̄d ar Filistined war Israel, adalek Akkaron bété Get, a oé rôet adarré da Israel gan̄d hô harzou. Ével-sé é tennaz Israel eûz a zaouarn ar Filistined; ha péoc’h a oé étré Israel hag ann Amorréed.
15Ha Samuel a varnaz Israel é holl zeisiou hé vuez.
16Ober a réa eunn drô bép ploaz da Vétel, ha da C’halgala, ha da Vasfat, hag hén̄ a varné Israel enn holl lec’hiou-zé.
17Hag hén̄ a zistrôé da Ramata; râg énô édô hé dî; hag énô ivé é varné Israel: hag énô ivé é savaz eunn aoter d’ann Aotrou. ———— VIII. PENNAD. Ann Israélited a c’houlenn eur roué.