Lizher kentañ d'an Desalonikidi 1:9
Rag ann holl a zanévell pénaoz omp deûet enn hô touez, ha pénaoz hoc’h eûz kuitéet ann idolou, évit trei ouc’h Doué, hag évit servicha ann Doué béô ha gwîr,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Lizher kentañ d'an Desalonikidi 1
Cross References
1 Samuel 17:26Ha p’hô dôé hé zervicherien disrévellet da Zavid ar péz en dôa lavaret Saül, é oé dâ gan̄t-han̄ ô klévout é teûjé da véza mâp-kaer d’ar roué.
Psalms 42:2Va éné en deûz séc’hed eûz ann Doué kré ha béô; peûr é teûinn hag en em ziskouézinn dirâk Doué?
Isaiah 2:17Hag uc’helded ann dén a vézô izéléet, ha balc’hder ar ré vrâz a vézô vuéléet, hag ann Aotrou hép-kén a vézô uc’héléet enn deiz-zé.
Jeremiah 16:19Ével-henn é lavaraz ann Aotrou d’in: Kéa, ha choum enn da zâ é-tâl porz bugalé ar bobl, dré béhini rouéed Juda a ia hag a zeû, hag é-tâl holl bersier Jéruzalem:
Hosea 1:10Ha niver bugalé Israel a vézô adarré ével tréaz ar môr, na hell béza men̄tet na nivéret: hag é léac’h ma eo bét lavaret d’ézhô: C’houi, n’oc’h két va fobl; é vézô lavaret d’ézhô: Bugalé ann Doué béo oc’h.