The Bible Software
Lizher kentañ d'an Desalonikidi · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Lizher kentañ d'an Desalonikidi 1

1Paol, ha Silvanuz, ha Timotéuz, da Iliz ann Tessalonied, é Doué hon Tâd, hag é Jézuz-Krist hon Aotrou.

2Ra vézô rôed d’é-hoc’h ar c’hrâs hag ar péoc’h. Bépréd é trugarékaomp Doué évid-hoc’h holl, ô kaout koun ac’hanoc’h héb éhan enn hor pédennou;

3Oc’h anaout ôberiou hô feiz, labouriou hô karan̄tez ha stardder hoc’h espéran̄s é Jézuz-Krist hon Aotrou, dirâk Doué hon Tâd.

4O chouzout, va breûdeûr karet gan̄d Doué, pétrâ eo bét hô tilenn:

5Râg hon Aviel né ket bet anavézet gan-é-hoc’h gan̄t geriou hép-kén, hôgen ivé gan̄t burzudou, ha gan̄t ners ar Spéred-San̄tel, hag enn eul leûnder brâz: ha c’houi a oar ivé pétrâ em eûz gréad évid-hoc’h pa oann enn hô touez.

6Ével-sé c’houi a zo deûed da heûlierien d’é-omp, ha d’ann Aotrou, ô véza digéméret ar gér enn eunn en̄krez brâz, gan̄t lévénez ar Spéred-San̄tel.

7Enn hévélep doaré ma oc’h deûed da skouér d’ar ré holl a gréd er feiz er Masédonia hag enn Akaia.

8Râk né két bét hép-kén rôet mâd da anaout gan-é-hoc’h gér ann Aotrou er Masédonia hag enn Akaia; hôgen ar feiz hoc’h eûz é Doué a zô ker brudet é pep léac’h, né két réd d’é-omp komza anézhan̄.

9Rag ann holl a zanévell pénaoz omp deûet enn hô touez, ha pénaoz hoc’h eûz kuitéet ann idolou, évit trei ouc’h Doué, hag évit servicha ann Doué béô ha gwîr,

10Hag évit gortozi eûz ann en̄v hé Vap Jézuz, péhini en deûz dazorc’het eûz a douez ar ré varô, ha péhini en deûz hon tennet eûz ar vuanégez da zon̄t. ———— II. PENNAD.

← Lizher d'ar Goloseidi 4Read In The App, Free →Lizher kentañ d'an Desalonikidi 2 →

Study Lizher kentañ d'an Desalonikidi 1

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Robertson's Word PicturesReina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345