Lizher kentañ d'an Desalonikidi 4:6
Ha na zeûi dén da waska, pé da douella hé vreûr é nép trâ; râg ann Aotrou eo ar ven̄jer eûz ann holl wallou-zé, ével ma hon eûz ken̄t hé lavared d’é-hoc’h, hag é hellomp da desténia.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
5Ha nann er gwall-ioulou, ével ar baganed, péré na anavézon̄t két Doué:
7Râk Doué n’en deûz két hor galvet évit béza dic’hlan, hôgen évit béza sen̄t.
Read all of Lizher kentañ d'an Desalonikidi 4
Cross References
Leviticus 19:13Na damalli két é-gaou da nesa, ha na waski két anézhan̄ dré nerz. Gôbr da zévézour na choumô két enn da dî bétég ar min̄tin.
Leviticus 25:17Na c’hlac’harit két hô kenvreûdeûr; hôgen doujet pép-hini hé Zoué; rak mé eo ann Aotrou hô Toué.
Deuteronomy 25:13Ha ma hellô ivé hô c’hlevout hô pugalé péré n’hô anavézon̄t két bréma, ha ma toujin̄t ann Aotrou hô Doué enn holl zeisiou ma choumin̄t enn douar a vézô d’é-hoc’h, pa hô pézô treûzet ar Jourdan.
1 Samuel 12:3Ha Jonatas a dréc’haz gward ar Filistined a oa é Gabaa, hag ar Filistined a glévaz kémen̄t-sé: ha Saül a lékéaz da zéni trompillou dré ann holl vrô, ô lavarout: Ra glévô ann Hébréed.
Psalms 94:1Doué ar ven̄jan̄sou eo ann Aotrou: Doué ar ven̄jan̄sou en deûz gréat pép trâ é pep fran̄kiz.