Lizher kentañ d'an Desalonikidi 4
1A-hen̄d-all éta, va breûdeûr, ni hô péd, hag hô péd stard dré ann Aotrou Jézuz, goudé béza desket gan-é-omp pénaoz é tléit kerzout, ha plijoud da Zoué, ma kerzot évit-gwîr enn hévélep doaré ma’z éot a-raok mui-oc’h-vui.
2Râk c’houi a oar pé gélénnadurésiou em eûz rôed d’é-hoc’h a berz ann Aotrou Jézuz.
3Râg ioul Doué eo é vec’h sen̄t; é tiouerfac’h ar c’hadélez;
4É oufé pép-hini ac’hanoc’h piaoua léstr hé gorf er zan̄télez hag enn énor;
5Ha nann er gwall-ioulou, ével ar baganed, péré na anavézon̄t két Doué:
6Ha na zeûi dén da waska, pé da douella hé vreûr é nép trâ; râg ann Aotrou eo ar ven̄jer eûz ann holl wallou-zé, ével ma hon eûz ken̄t hé lavared d’é-hoc’h, hag é hellomp da desténia.
7Râk Doué n’en deûz két hor galvet évit béza dic’hlan, hôgen évit béza sen̄t.
8Ann hini éta a zispriz kémen̄t-sé, a zispriz nann eunn dén, hôgen Doué, péhini en deûz ivé rôed enn-omp hé Spéred-San̄tel.
9É kémen̄d a zell oud ar garan̄tez a vreûr, né két réd é skriffenn d’é-hoc’h; pa en deûz Doué hé-unan desket d’é-hoc’h en em garout ann eil égilé.
10Hag évit-gwîr é rit kémen̄t-sé é-ken̄ver hor breûdeûr enn holl Vasédonia; hôgen hô pidi a rann, va breûdeûr, da greski mui-oc’h-mui ar garantez-sé;
11Da lakaad hô poan da véva é péoc’h, da boella oud ar péz hoc’h eûz da ôber, da laboura gan̄d hô taouarn, ével ma em eûz hé c’hourc’hémennet d’é-hoc’h:
12Évit ma kerzot gan̄d déréadégez é-kén̄ver ar ré a zo er-méaz eûz ann Iliz, ha na c’hoan̄taot nétrâ eûz a zén.
13Hôgen na fell kéd d’é-omp, va breûdeûr, é vec’h hép gouzout ar péz a zell ouc’h ar ré a zô kousket, évit na zeûot két da dristaat, ével ma ra ar ré all péré n’hô deûz kéd a éspéran̄s.
14Râk mar krédomp pénaoz eo marô Jézuz hag eo dazorc’het, é tléomp kridi ive pénaoz é kasô ivé Doué gan̄t Jézuz ar ré a vézô kousket enn-han̄.
15Ével-sé é lévéromp d’é-hoc’h hervez gér ann Aotrou, pénaoz nî péré a zô béô, hag a zô miret bété donédigez ann Aotrou, na ziaraogimp két ar ré a zô kousket.
16Râk da vouéz ann arc’hel, ha da zoun trompiḻ Doué, ann Aotrou hé-unan a ziskennô eûz ann en̄v; hag ar ré a vézô marô er C’hrist a zazorc’hô da gen̄ta.
17Ha neûzé nî, péré a zô béô, hag a vézô lézet, é vézimp dizouget gan̄t-hô er goabrou, évid diambrouga ar C’hrist enn éar, hag ével-sé é vézimb bépréd gan̄d ann Aotrou.
18Ével-sé en em zizoan̄it ann eil égilé gan̄d ar geriou-zé. ———— V. PENNAD.