Lizher kentañ d'an Desalonikidi 5:3
Râk pa livirin̄t: Chétu émomp é péoc’h, hag é diwall, neûzé é c’hoarvézô gan̄t-hô eunn disman̄t téar, é-c’hîz ma c’hoarvez ar gwen̄trou gan̄d eur c’hrég vrazez, ha na hellin̄t két tec’hout.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
2Râg c’houi a oar ervâd hoc’h-unan pénaoz deiz ann Aotrou a dlé don̄t ével eul laer enn nôz.
Read all of Lizher kentañ d'an Desalonikidi 5
Cross References
Judges 8:11Ha Gédéon ô piña dré hen̄t ar ré a choumé dindân teltou, war-zû ar sâv-héol eûz a Nobé hag eûz a Jegbaa, war gamp ann énébourien, péré n’hô dôa tamm disfisians ha n’édon̄t war var a zrouk. (T).
Judges 20:41Neûzé ar ré hô dôa gréat neûz da déc’hout, a énébaz ô tistrei a-grenn out-hô. (T). Ha bugalé Ben̄jamin ô wélout kémen̄t-sé, en em lékéaz da dec’hout;
Job 24:23Doué en deûz rôet amzer d’ézhan̄ da ôber pinijen, hag hén̄ a zeû c’hoaz balc’hoc’h a zé; hôgen daoulagad Doué a zô war hé hen̄chou.
Psalms 48:6Ar c’hrén a zô krôget enn-hô, hô foan a zô hén̄vel oud hini eur c’hrég é gwilioud.
Proverbs 29:1Ann dén a zispriz gan̄d eur penn kalet ann hini a gélenn anézhan̄, a gouézô war-eunn-taol enn eul lamm marvel, ha na vézô bikenn iac’héet.