The Bible Software
Lizher kentañ d'an Desalonikidi · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Lizher kentañ d'an Desalonikidi 5

1Hôgen, va breûdeûr, diwar-benn ann amzeriou hag ar prédou, né két réd é skriffenn d’é-hoc’h.

2Râg c’houi a oar ervâd hoc’h-unan pénaoz deiz ann Aotrou a dlé don̄t ével eul laer enn nôz.

3Râk pa livirin̄t: Chétu émomp é péoc’h, hag é diwall, neûzé é c’hoarvézô gan̄t-hô eunn disman̄t téar, é-c’hîz ma c’hoarvez ar gwen̄trou gan̄d eur c’hrég vrazez, ha na hellin̄t két tec’hout.

4Hôgen c’houi, va breûdeûr, n’émoc’h két enn dévalien, évit béza barket gan̄d ann deiz-zé ével gan̄d eul laer.

5C’houi a zô holl bugalé ar goulou ha bugalé ann deiz: n’omp két bugalé ann nôz, nag ann dévalien.

6Na gouskomp kéd éta ével ar ré all; hôgen beliomp ha bézomp poellek.

7Râg ar ré a gousk, a gousk enn nôz; hag ar ré a vezv, a vezv enn nôz.

8Hôgen nî, pa’z omp bugalé ann deiz, bézomp poellek; gwiskomp évid harnez ar feiz hag ar garan̄tez, hag évit tôg espéran̄s ar zilvidigez;

9Râk Doué n’en deûz két hon dilennet évit teûrel hé vuanégez war-n-omp, hogen évit ma kavimp ar zilvidigez dré hon Aotrou Jézuz Krist.

10Pehini a zô marô évid-omp; évit pé é veḻimp, pé é kouskimp, ma vévimp kévret gan̄t-han̄.

11Râk-sé en em fréalzit ann eil égilé, ha rôit skouér-vâd ann eil d’égilé, ével ma rît.

12Hôgen ni hô péd, va breûdeûr, da anaoud ar ré a labour enn hô touez, a rén ac’hanoc’h hervez ann Aotrou, hag a gélenn ac’hanoc’h,

13Évit ma hô pézô muioc’h a garan̄tez évit-hô enn abek d’hô labour: hô pézet ar péoc’h gan̄t-hô.

14Hôgen nî hô péd, va breûdeûr, kélennit ar ré zireiz, fréalzit ar ré zoaniet, skorit ar ré wân, bézid habask é-kén̄ver ann holl.

15Likid évez na zistaolfé dén ann droug da eunn all: hôgen grît vâd bépréd ann eil d’égilé, ha d’ann holl.

16Bézit laouen bépréd.

17Pédid héb éhan.

18Trugarékait é pép trâ; râg ioul Doué eo é rajac’h holl kémen̄t-sé é Jézuz-Krist.

19Na vougit két ar Spéred.

20Na zisprizit két ann diouganou.

21Arnodit pép-trâ: dalc’hit ar péz a zô mâd.

22En em virit diouc’h doaré a zrouk.

23Ann Doué a béoc’h ra ran̄télô hé-unan ac’hanoc’h é pép-trâ; évit ma en em virô didamall kémen̄d a zô enn-hoc’h, hô spéred, hoc’h éné hag hô korf da zonédigez hon Aotrou Jézuz-Krist.

24Ann hini en deûz hô kalvet a zô gwîrion: hag hén̄ eo a rai kémen̄t-sé enn-hoc’h.

25Va breûdeûr, pédid évid-omp.

26Saludid hon holl vreûdeûr enn eunn aff san̄tel.

27Mé hô péd dré ann Aotrou, ma vézô lennet al lizer-man̄ d’ann holl vreûdeûr san̄tel.

28Grâs hon Aotrou Jézuz-Krist ra vézô gan-é-hoc’h. Amen. ————

← Lizher kentañ d'an Desalonikidi 4Read In The App, Free →2 Thessalonians 1 →

Study Lizher kentañ d'an Desalonikidi 5

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Robertson's Word PicturesReina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345