Kentañ Levr ar Rouaned 10:18
Hôgen ar Siried a déc’haz a zirâg Israel, ha David a lazaz seiz kan̄t dén war girri, ha daou-ugen̄t mil war gézek: skei a réaz ivé gan̄t Sobac’h, prin̄s ann armé, péhini a varvaz râk-tâl.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Kentañ Levr ar Rouaned 10
Cross References
Judges 4:22Ha chétu Barak ô von̄t war-lerc’h Sisara, a zeûaz dî: ha Jahel ô véza éat war hé arbenn a lavaraz d’éz-han: Deûz hag é tiskouézinn d’id ann dén a glaskez. Hag hén̄ ô véza éat enn hé zelt, a wélaz Sisara gourvézet hag hén̄ marô, hag ann tâch san̄ket enn hé ividik.
2 Samuel 8:4Ha David ô véza kéméret d’ézhan̄ seiték kan̄t marc’hek, hag ugen̄t mil dén war droad, a drouc’haz nervennou treid kézeg ar c’hirri; ha na viraz anézhô némét kan̄t karr.
Psalms 18:38Me hé brévô, ha na hellin̄t két choum enn hô zâ; kouéza a rain̄t dindân va zreid.
Psalms 68:2Ével ma teû ar môged da ziaéza, ével-sé é tiaézin̄t: ével ma teûz ar c’hoar dirâg ann tân, ra vézô kollet ar béc’herien dirâk Doué.