The Bible Software
Kentañ Levr ar Rouaned · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Kentañ Levr ar Rouaned 10

1Hôgen goudé-zé é c’hoarvézaz pénaoz roué mipien Ammon a varvaz: hag Hanon, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.

2Ha David a lavaraz: Mé a rai trugarez é kén̄ver Hanon, mâb Naas, evel ma en deûz gréat hé dâd trugarez em c’hen̄ver. David a gasaz éta eûz hé zervicherien évit kémérout pers enn hé zoan diwar-benn marô hé dâd. Ha pa oé deûet servicherien David é douar mipien Ammon,

3Prin̄sed mipien Ammon a lavaraz da Hanon, hô aotrou: Ha té a gred pénaoz eo évid énori da dâd, ha da zizoania en deûz digaset David étrézég enn-oud; ha né két évid anaoud da géar, sellout-pîz out-hi, évid hé diskara, en deûz digaset David hé zervicherien étrézég enn-oud?

4Hanon éta a géméraz servicherien David, hag a douzaz ann han̄ter eûz hô barô, hag a drouc’haz ann han̄ter eûz hô saéou, bétég ar réor; hag ho c’hasaz-kuît.

5Pa oé rôet da anaout kémen̄t-sé da Zavid, é kasaz d’hô diambrouga; râg ann dûd-zé hô dôa eur véz vrâz. Ha David a lékéaz da lavarout d’ézhô: Choumit é Jériko kén na vézô kresket hô parô ha neûzé é tistrôot.

6Hôgen mipien Ammon ô wélout pénaoz hô dôa gréat dismégan̄s da Zavid, a gasaz étrézé Siried Rohob ha Siried Soba, hag a zigasaz ac’hanô, oc’h hô gôpraat, ugen̄t mil dén war droad; hag eûz a roué Maac’ha mil dén, hag eûz a Istob daouzék mil dén.

7Pa glévaz David kémen̄t-sé, é kasaz Joab gan̄d hé holl armé.

8Neûzé mipien Ammon a iéaz er-méaz, hag a reizaz hô armé out pors kéar; hag ar Siried eûz a Zoba hag eûz a Rohob, hag ar ré eûz a Istob hag eûz a Vaac’ha, a ioa enn eunn tû all, er gompézen.

9Pa wélaz Joab pénaoz é oa aozet ann emgann out-han, hag a zirâg hag adrén̄, é tilennaz é-touez ar ré zibabet eûz a Israel, hag hén̄ a lékéaz hé armé a-énep ar Siried.

10Hôgen ar ré all eûz ann armé a rôaz da Abisai, hé vreûr, péhini a gerzaz a-énep mipien Ammon.

11Ha Joab a lavaraz d’ézhan̄: Mar béz tréac’h ar Siried d’in, té a zeûi da skoazia ac’hanoun; hôgen mar bézon̄t tréac’h d’id, éz inn da skoazia ac’hanod.

12Béz kalounek, ha stourmomp évid hor pobl hag évit kéar hon Doué: hag ann Aotrou a rai ével ma plijô gan̄t-han̄. (T).

13Joab éta a stourmaz oud ar Siried gan̄d ar bobl a oa gan̄t-han̄; hag ar ré-man̄ a déc’haz râk-tâl dira-z-han̄.

14Hôgen mipien Aramon ô wélout pénaoz é oa téc’het ar Siried, a déc’haz ivé dirâg Abisai; hag hî en em dennaz kéar: ha Joab a zistrôaz diouc’h mipien Ammon hag a zeûaz da Jéruzalem.

15Ar Siried ô wélout pénaoz é oan̄t bét tréc’het dirâg Israel, en em zastumaz holl.

16Hag Adarézer a gasaz, hag a zigasaz ar Siried péré a oa enn tû all d’ar ster; hag hén̄ a lékéaz da zon̄t hô armé: hôgen Sobac’h, mestr brézélidi Adarézer, a oa prin̄s d’ézhô.

17Pa oé rôet da anaout kémen̄t-sé da Zavid, é tastumaz Israel holl, é treûzaz ar Jourdan, hag é teûaz da Hélam: hag ar Siried a drôaz hô armé a-énep David, hag a stourmaz out-han̄.

18Hôgen ar Siried a déc’haz a zirâg Israel, ha David a lazaz seiz kan̄t dén war girri, ha daou-ugen̄t mil war gézek: skei a réaz ivé gan̄t Sobac’h, prin̄s ann armé, péhini a varvaz râk-tâl.

19Pa wélaz ann holl rouéed, péré a oa deûet da skoazella Adarézer, pénaoz é oan̄t tréc’het gan̄t Israel, é oen̄t spoun̄tet-brâz, hag é tec’hchon̄t dirâg Israel, hag hî eiz mil hag han̄ter-kan̄t. Hag hî a réaz ar péoc’h gan̄d Israel, hag en em lékéaz dindân hô béli. A-neûzé ar Siried na gredchon̄t mui rei hô skoazel da vipien Ammon. ———— XI. PENNAD. David a gouéz enn avoultriez gan̄t Betsabéé; hou-man̄ a laka Urias hé ozac’h da vervel.

← Kentañ Levr ar Rouaned 9Read In The App, Free →Kentañ Levr ar Rouaned 11 →

Study Kentañ Levr ar Rouaned 10

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324