Kentañ Levr ar Rouaned 10:6
Hôgen mipien Ammon ô wélout pénaoz hô dôa gréat dismégan̄s da Zavid, a gasaz étrézé Siried Rohob ha Siried Soba, hag a zigasaz ac’hanô, oc’h hô gôpraat, ugen̄t mil dén war droad; hag eûz a roué Maac’ha mil dén, hag eûz a Istob daouzék mil dén.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
7Pa glévaz David kémen̄t-sé, é kasaz Joab gan̄d hé holl armé.
Read all of Kentañ Levr ar Rouaned 10
Cross References
Joshua 13:13Ha na fellaz két da vugalé Israel kolla tûd Gésuri ha Mac’hati: hag hî a zô choumet é-kreiz Israel bété vréma.
Judges 11:5Hag ô véza ma oan̄t stardet kaer gan̄t-hô, hénaoured Galaad a iéaz da gavout Jefté é brô Tob, évit goulenni hé skoazel digan̄t-han̄.
1 Samuel 13:4Hôgen el léac’h dré béhini é poanié Jonataz da biña évit tréménout étrézé gward ar Filistined, éz oa diou roc’h a bép tû uc’hel-brâz ha garô ann eil hag ében, ha bégek é doaré den̄t: hag unan anézhô a oa hanvet Bosez, hag ében Séné.
2 Samuel 8:3David a dréc’haz ivé Adarézer, mâb Rohob, roué Soba, p’az éa évid aotrounia war ar ster a Eufratez.