Kentañ Levr ar Rouaned 12:1
Ann Aotrou éta a gasaz Natan étrézé David. Hag hé-man̄ ô véza deûet d’hé gavout, a lavaraz d’ézhan̄: Daou zén a ioa enn eur géar, unan pinvidik, hag eunn all paour.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
2Ann hini pinvidik en dôa kals a zén̄ved hag a éjenned.
Read all of Kentañ Levr ar Rouaned 12
Cross References
Judges 9:7Pa oé rôet da anaout kémen̄t-sé da Joatan, éz éaz hag en em lékéaz enn hé zâ war lein ménez Garizim; hag ô sével hé vouéz, é c’harmaz hag é lavaraz: Sélaouit ac’hanoun, tûd Sichem, ével ma sélaouô Doué ac’hanoc’h.
2 Samuel 7:17Hervez ann holl gomziou-zé, hag hervez ann holl wéledigez-zé, é komzaz Natan oud David.
2 Samuel 11:25Ha David a lavaraz d’ar c’hannad: Ann dra-man̄ a liviri da Joab: na vézez két man̄tret évit kémen̄t-sé: râk darvoud ar brézel a zô mon̄t-don̄t; hag a-wéchou unan, a wéchou eunn all a zô diskaret gan̄d ar c’hlézé. Kalounéka da vézélidi a-énep kéar, ha ken̄traou anézhô, évit ma tiskari anézhi.
2 Samuel 14:14Holl é varvomp, hag, ével ann doureier, é tivéromp enn douar hép distrei: ha na fell két da Zoué é vé kollet eunn éné; hôgen gourzéza a râ, gan̄d aoun na vé kollet a-grenn ann hini a zô bét kaset-kuît.