Kentañ Levr ar Rouaned 12
1Ann Aotrou éta a gasaz Natan étrézé David. Hag hé-man̄ ô véza deûet d’hé gavout, a lavaraz d’ézhan̄: Daou zén a ioa enn eur géar, unan pinvidik, hag eunn all paour.
2Ann hini pinvidik en dôa kals a zén̄ved hag a éjenned.
3Hôgen ann hini paour n’en dôa nétrâ é-béd néméd eunn dan̄vadez vihan, en dôa prénet ha maget, hag a greské enn he dî gan̄d hé vugalé, ô tibri eûz hé vara, oc’h éva enn hé gôp, hag ô kouska enn hé gerc’hen; hag hî a oa d’ézhan̄ ével eur verc’h.
4Eunn diavesiad ô véza deûet da wélout ann hini pinvidik, na fellaz két da hé-man̄ kémérout eûz hé zén̄ved nag eûz hé éjenned hé-unan, évid ôber banvez d’ann diavésiad a oa deûet d’hé wélout; hôgen kémérout a réaz dan̄vadez ann hini paour, hag éc’h aozaz anézhi évid rei da zibri d’ann diavésiad.
5Ha David ô sével drouk brâz enn-han̄ oud ann dén-zé, a lavaraz da Natan: Ével ma eo béô ann Aotrou, ann dén en deûz gréat kémen̄t-sé a dlé béza lékéat d’ar marô. (T).
6Péder dan̄vadez a zistolô évid unan, ô véza ma en deûz gréat ann dra-zé, ha n’en deûz két bét a azaouez.
7Neûzé Natan a lavaraz da Zavid: Té eo ann dén-zé. Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, Doué Israel: Mé em eûz da éôliet da roué war Israel, ha mé em eûz da dennet eûz a zaouarn Saül.
8Rôed em eûz d’id tî da aotrou, ha gragez da aotrou enn da gerc’hen, ha rôed em eûz d’id tî Israel ha Juda: ha mar d-eo bihan kémen̄t-sé, é rôinn c’hoaz d’id kals muioc’h.
9Pérâg éta éc’h eûz-té disprizet gér ann Aotrou, hag éc’h eûs-té gréat drouk dira-z-oun? Skôet éc’h eûz gan̄d ar c’hlézé Urias, ann Hétéad, hag hé c’hrég éch eûz kéméret da c’hrég d’id, hag hé lazet éc’h eûz-hén̄ gan̄t klézé mipien Ammon.
10Râk-sé n’az ai bikenn ar c’hlézé er-méaz eûz da dî, ô véza ma éc’h eûz va disprizet, ha ma éc’h eûz kéméret da c’hrég d’id, grég Urias, ann Hétéad.
11Chétu éta pétrâ a lavar ann Aotrou: Lakaad a rinn drouk da zével d’id eûz da dî da unan, ha mé a gémérô da c’hragez dirâk da zaoulagad, hag hô rôinn d’as nésa, hag hén̄ a gouskô gan̄d da c’hragez dirâg ann héol-zé.
12Enn amc’houlou éc’h eûz gréat kémen̄t-sé; hôgen mé a rai ann dra-man̄ dirâg Israel holl, ha dirâg ann héol.
13Ha David a lavaraz da Natan: Pec’het em eûz a-éneb ann Aotrou. Ha Natan a lavaraz da Zavid: Distolet eo ivé da béc’hed gan̄d ann Aotrou: na varvi két.
14Koulskoudé ô véza ma éc’h eûz lékéat énébourien ann Aotrou da zrouk-pédi enn-abek da gémen̄t-sé, ar mâb a zô ganet d’id a varvô.
15Ha Natan a zistrôaz d’hé dî. Hag ann Aotrou a skôaz gan̄d ar bugel é dôa ganet grég Urias da Zavid, hag hén̄ a oé toc’hor.
16Hôgen David a bédaz ann Aotrou évid ar bugel, hag hén̄ a iunaz, hag ô véza en em dennet a-dû, en em daolaz d’ann douar.
17Hôgen hénaoured hé dî a zeûaz, hag a fellaz d’ezhô hé lakaad da zével diwar ann douar; hôgen na fellaz két d’ézhan̄, ha na zebraz két a voéd gan̄t-hô.
18Hôgen ar seizved devez é varvaz ar bugel, ha servicherien David hô dôa aoun ô rei da anaout d’ézhan pénaoz é oa marô ar bugel; râg hî a lavaré: Pa oa c’hoaz béô ar bugel, mar komzemp out-han̄, na zélaoué két ac’hanomp: pégémen̄t en em c’hlac’harô muioc’h, ma lévéromp pénaoz eo marô ar bugel?
19Hôgen pa wélaz David pénaoz é krusmusé hé zervicherien, éc’h anavézaz pénaoz é oa marô ar bugel. Hag hén̄ a lavaraz d’hé zervicherien: Ha marô eo ar bugel. Hag hî a lavaraz: Marô eo.
20Neûzé David a zavaz diwar ann douar, hag en em walc’haz, hag en em éôliaz: ha goudé béza névézet hé ziḻad, éz éaz é tî ann Aotrou, hag éc’h azeûlaz: goudé-zé é tistrôaz d’hé dî hé-unan, é c’houlennaz boéd, hag é tébraz.
21Hôgen hé zervicherien a lavaraz d’ézhan̄: Pérâg é réz-té ével-sé? Pa oa béô ar bugel, é iunez, hag é wélez enn-abek d’ézhan̄: hôgen pa eo marô ar bugel, oud savet, hag éc’h eûz débret.
22Hag hén̄ a lavaraz: Iunet ha gwélet em eûz évid ar bugel en̄dra ma oa béô; râk mé a lavaré: Piou a oar ma n’her rôi két ann Aotrou d’in, ha ma na vévô két ar bugel?
23Hôgen bréma pa eo marô, pérâg é iunfenn-mé? Ha mé a helfé hé lakaad da zistrei? Mé eo a iélô d’hé gavout: hôgen hén̄ na zistrôi két d’am c’havout.
24Ha David a zic’hlac’haraz Betsabéé hé c’hrég, a iéaz d’hé c’havout, hag a gouskaz gan̄t-hi: hag hî a c’hanaz eur mâb a c’halvaz Salomon; hag ann Aotrou a garaz anézhan̄.
25Hag hén̄ a gasaz da Zavid ar profed Natan, péhini a c’halvaz anézhan̄ karadek d’ann Aotrou, ô véza ma oa karet gan̄d ann Aotrou. 26 Hôgen Joab a stourmé out Rabbat mipien Ammon, hag hén̄ a oa daré da gémérout kéar ar roué.
27Ha Joab a gasaz kannaded da Zavid évit lavarout d’ézhan̄: Stourmet em eûz out Rabbat, ha kéar ann doureier a zô daré da véza kéméret.
28Stroll éta bréma ann holl bobl, ha grounn kéar, ha kémer-hî, gan̄d aoun, mar béz diskaret gan-én̄, na vé lékéat ann tréac’h war va hanô.
29David éta a strollaz ann holl bobl, hag a gerzaz a-énep Rabbat; hag hén̄ a stourmaz out-hî hag hé c’héméraz.
30Tenna a réaz diwar benn hô roué ar gurunen péhini a boézé eunn talan̄t aour, ha war béhini éz oa mein talvouduz-brâz; hag é oé lékéat war benn David. Digas a réaz ivé eûz a géar eur preiz brâz.
31Hag ô véza lékéat ar bobl er-méaz, é heskennaz anézhô, é frikaz anézhô gan̄t kirri houarnet, é trouc’haz anézhô a dammou gan̄t koun̄tilli, é taôlaz anézhô é forniou: hag ével-sé é réaz da holl geriou mipien Amnon. Ha David hag hé holl armé a zistrôaz da Jéruzalem. ———— XIII. PENNAD. Amnon a wall Tamar hé c’hoar. Absalom a laka hé laza é-kreiz eur banvez.