Kentañ Levr ar Rouaned 13:28
Hôgen Absalom en dôa gourc’hémennet d’hé baotred, ô lavarout: Likid évez pa vézô Amnon mézô gan̄d ar gwin, ha pa livirinn d’é-hoc’h: skôit-hén̄, ha lazit-hén̄: n’hô pézet két a aoun; râk mé eo a c’hourc’hemenn kémen̄t-sé d’é-hoc’h. En em grévait ha bézit tûd a galoun.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Kentañ Levr ar Rouaned 13
Cross References
Joshua 1:9Hé c’hourc’hémenni a rann d’id: en em gréva ha béz kalounek. N’az péz két a aoun ha na spoun̄t két: râk é pé léac’h-bennâg m’az î, ann Aotrou da Zoué a vézô gan-éz.
Judges 19:9Hag ann dén-iaouan̄k a zavaz évit mon̄t-kuît gan̄d hé c’hrég hag hé baotr. Hag hé dâd-kaer a lavaraz c’hoaz d’ézhan̄: Gwél pénaos é kouéz ann deiz, hag é tôsta ar pardaez: choum c’hoaz hiriô em zî, hag en em laouéna, ha war-c’hoaz en em likii enn hen̄t évid distrei d’as tî.
Ruth 3:7Ha pa en dôé Booz débret hag évet, ha pa en em gavaz laouénoc’h, éz éaz da gouska é-harz eur bern malanou: ha Ruth a zeûaz didrouz, ha goudé béza dizôlôet ar ballen war-zû ann treid, en em doalaz énô.
1 Samuel 22:17N’az péz két a aoun; râk dourn Saül, va zâd, n’az kavô két; té a rénô war Israel, ha mé a vézô da eil d’id; ha Saül, va zâd, her goar hé-unan.