Kentañ Levr ar Rouaned 13
1Goudé-zé Amnon, mâb David, a zeûaz da garout stard eur c’hoar da Absalom, mâb ivé da Zavid, hag hî kaer-meûrbéd, hag a oa hanvet Tamar.
2Hag hén̄ en dôa eur garan̄tez ker vrâz évit-hî, ma kouézaz klan̄v gan̄d hé garan̄tez évit-hi: râg ô véza ma oa hî plac’h-iaouan̄k, é wélé ervâd é vijé diez dézhan̄ ôber droug é-béd gan̄t-hi.
3Hôgen Amnon en dôa eur miñoun, hanvet Jonadab, mâb Semmaa, breûr David, dén poellek-brâz.
4Hag hé-man̄ a lavaraz d’ézhan̄: Pérâk, mâb ar roué, é treûtéez-té ével-sé bemdez? Pérâk n’hel lévérez két d’in? Hag Amnon a lavaraz d’ézhan̄: Mé a gar Tamar, c’hoar Absalom va breûr.
5Ha Jonadab a lavaraz d’ézhan̄: Gourvez war da wélé, ha gra neûz da véza klan̄v: ha pa zeûi da dâd d’az gwélout, lavar d’ézhan̄: Ra zeûi, mé az péd, Tamar va c’hoar, da rei da zibri d’in, ha ra aozô d’in eur boéd a zebrinn eûz hé dourn.
6Amnon éta a c’hourvézaz, hag a réaz neûz da véza klan̄v: ha pa oé deûet ar roué d’hé wélout, é lavaraz d’ézhan̄: Ra zeûi, mé az péd, Tamar va c’hoar, ma aozô dira-z-oun diou wastel, ha ma kémérinn boéd eûz hé dourn.
7David éta a gasaz da di Tamar évit lavarout d’ézhi: Deûz da di Ammon da vreûr, hag aoz boéd d’ézhan̄.
8Ha Tamar a zeûaz da dî hé breûr Amnon; hag hén̄ a oa gourvézet: hag hî a géméraz bleûd, hé veskaz hag hé véraz, hag a lékéaz gwastellou da boaza dira-z-han̄.
9Hag hî ô kémérout ar péz é dôa lékéat da boaza, hé lékéaz dira-z-han̄; hôgen hén̄ na fellaz két d’ézhan̄ dibri. Hag Amnon a lavaraz: Kasit-kuît ann holl. Ha pa oé kaset-kuît ann holl,
10É lavaraz Amnon da Damar: digas ar boéd em c’hambr, évit ma tebrinn eûz da zourn. Tamar éta a géméraz ar gwastellou é dôa gréat, hag hô digasaz da Amnon hé breûr enn hé gambr.
11Goudé m’é dôé-hî digaset boéd d’ézhan̄, é krogaz-hén̄ enn-hî, hag é lavaraz d’ézhi: Deûz, gourvez gan-én̄, va c’hoar.
12Hag hî a lavaraz d’ézhan̄: Nann, va breûr, na wall két ac’hanoun, râk eunn dra berz eo sé (T) enn Israel: na ra két ann drouk-zé.
13Râk mé na hellinn két gouzan̄vi va mézégez, ha té a vézô ével eunn dén diskian̄t enn Israel. Komz ken̄toc’h oud ar roué, ha na zinac’hô két va rei d’id.
14Hôgen na fellaz két d’ézhan̄ en em rei d’hé fédennou; hag ô véza ma oa kréoc’h égét-hî, dré ners é wallaz anézhi. (T).
15Neûzé é savaz é Amnon eur c’has brâz-meûrbéd out-hi: enn hévélep doaré ma oa brasoc’h ar c’hâs en dôé out-hî, égét na oa bét ar garan̄tez en dôa ken̄t évit-hi. Hag Amnon a lavaraz d’ézhi: Saô, ha kéa-kuît.
16Hag hî a lavaraz d’ézhan̄: Ann droug a réz d’in bréma, oc’h va c’hâs-kuît, a zô gwasoc’h égéd ann hini éc’h eûz gréat d’in ken̄toc’h. Hôgen na fellas két d’ézhan̄ sélaoui anezhi.
17Hag ô véza galvet eur paotr a zerviché anézhan̄, é lavaraz: Kâs hou-man̄ kuît diouz-in, ha serr ann ôr war hé lerc’h.
18Tamar é doa eur zaé hir-brâs; râk saéou enn doaré-zé a zougé merc’hed ar rouéed é-pâd ma oan̄t plac’hed-iaouan̄k. Paotr Amnon hé c’hasaz éta kuît hag a zerraz ann ôr war hé lerc’h-hî.
19Ha Tamar ô véza taolet ludu war hé fenn, hag ô véza roget hé saé, a lékéaz hé daouarn war hé fenn, hag a iéaz-kuît enn eur c’harmi.
20Hôgen Absalom, hé breûr, a lavaraz d’ezhi: Ha gourvézet eo bét da vreûr Amnon gan-éz? Hôgen, va c’hoar, tâv bréma; da vreûr eo: ha na c’hlac’har két da galoun évit-sé. Tamar éta a choumaz é tî Absalom, hé breûr, hag hî doaniet-brâz.
21Hôgen pa glévaz ar roué kémen̄t-sé, é oé glac’haret-brâz; koulskoudé na fellaz két d’ézhan̄ doania kaloun Amnon hé vâb, ô véza ma karé anézhan̄, dré ma oa hé vâp héna.
22Absalom na lavaraz nétrâ da Amnon, na drouk na mâd; râg Absalom a gaséé Amnon, ô véza m’en dôa gwallet Tamar hé c’hoar.
23Daou vloaz goudé, é c’hoarvézaz pénaoz Absalom a lékéaz touza hé zén̄ved é Baalhasor, a zô tôst da Éfraim: hag Absalom a c’halvaz holl vugalé ar roué.
24Hag hén̄ a iéaz da gavout ar roué, hag a lavaraz d’ézhan: Chétu éz éeur da douza dén̄ved da zervicher: deûet, mé az péd, ar roué hag hé dûd da dî hé zervicher.
25Hag ar roué a lavaraz da Absalom: Nann, va mâb, na béd két ac’hanomp da von̄d holl évid da ziéza. Hôgen kaer en dôé hé bidi stard, na fellaz két d’ar roué mon̄t; hôgen hé venniga a réaz.
26Hag Absalom a lavaraz d’ézhan̄: Ma na fell két d’id don̄t, deûet diana gan-é-omp, mé az péd, va breûr Amnon. Hag ar roué a lavaraz d’ézhan̄: Né két réd éz afé gan-éz.
27Hag Absalom a bédas stard anezhan̄, hag ar roué a lézaz da von̄t gan̄t-han̄ Amnon, hag holl vugalé ar roué. Hag Absalom en dôa gréat eur banvez ével eur banvez roué.
28Hôgen Absalom en dôa gourc’hémennet d’hé baotred, ô lavarout: Likid évez pa vézô Amnon mézô gan̄d ar gwin, ha pa livirinn d’é-hoc’h: skôit-hén̄, ha lazit-hén̄: n’hô pézet két a aoun; râk mé eo a c’hourc’hemenn kémen̄t-sé d’é-hoc’h. En em grévait ha bézit tûd a galoun.
29Paotred Absalom a réaz éta é-kén̄ver Amnon, ével m’en dôa gourc’hémennet Absalom d’ézhô. Hag holl vugalé ar roué a zavaz, ha pép-hini anezhô a biñaz war hé vûl hag a iéaz-kuît.
30Ha pa édon̄t c’hoaz enn hen̄t, é teûaz ar vrûd bété David, pénaoz en dôa Absalom lazet holl vugalé ar roué, ha na oa choumet hini anézhô.
31Ar roué a zavaz kerken̄t, hag a rogaz hé ziḻad, hag en em daolaz d’ann douar; hag hé holl zervicherien a oa enn hé gichen a rogaz hô diḻad.
32Hôgen Jonadab, mâb Semmaa, breûr David, a lavaraz: Na grédô két ar roué, va aotrou, pénaoz eo bét lazet holl vugalé ar roué: Amnon hép-kén a zô marô; râg Absalom en dôa bét koun anézhan̄, adalek ann deiz é péhini en dôa gwallet Tamar, hé c’hoar.
33Na lékéat két éta ann aotrou, va roué, kémen̄t-sé enn hé benn, ô kridi pénaoz eo bét lazet holl vugalé ar roué; râg Amnon hép-kén a zô marô. 31 Hôgen Absalom a déc’haz: hag ar paotr a oa war c’héd a zavaz hé zaoulagad hag a zellaz: ha chétu é wélaz eul lôd brâz a dûd a zeûé dré eunn hen̄t distrô war-harz ar ménez.
35Ha Jonadab a lavaraz d’ar roué: Chétu é teû bugalé ar roué. Ével m’en dôa lavaret da zervicher eo bét c’hoarvézet.
36Ha pa oé éhanet da gomza, é oé gwélet bugalé ar roué. Hag hî ô véza deûet, a zavaz hô mouéz enn eur wéla: hag ar roué hag hé holl dûd a wélaz dourek.
37Hôgen Absalom, ô véza téc’het, a iéaz étrézé Tolomai, mâb Ammiud, roué Gésur: ha David a wélé bemdéz hé vâb.
38Absalom ô véza téc’het, hag ô véza deûet da C’hesur, a choumaz enô tri bloaz.
39Ha David a éhanaz da wall-gas Absalom, ô véza ma oa dic’hlac’haret diwar-benn marô Amnon. ———— XIV. PENNAD. Absalom a zistrô da Jéruzalem.