Kentañ Levr ar Rouaned 14:19
Hag ar roué a lavaraz: Ha n’é-ma két dourn Joab gan-éz é kémen̄t-sé? Hag ar c’hrég a lavaraz: Ével ma eo béô da éné, aotrou va roué, n’éz â nag a zéou nag a gleiz, kemen̄d en deûz lavaret ann aotrou, va roué: râk da zervicher Joab eo en deûz gourc’hémennet ann dra-zé d’in, hag hén̄ eo en deûz lékéat ann holl c’heriou-zé é génou da vatez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Kentañ Levr ar Rouaned 14
Cross References
Deuteronomy 5:32Gwélit éta ma sévénot al lidou hag ar barnédigézou a likiinn hiriô dira-z-hoc’h. ———— XII. PENNAD. Gourc’hémennet eo d’ann Israélited diskara ha brévi ann idolou, paéa ann déogou hag ar bréveûdiou.
Joshua 1:7En em gréva éta ha béz kalounek; évit ma viri ha ma heûḻi ann holl lézen en deûz gourc’hémennet d’id Moizez va zervicher: na zistrô diout-hi nag a zéou nag a gleiz, évit ma poelli kemen̄d a réz.
2 Samuel 3:29Ha ra gouézô war benn Joab, ha war holl dî hé dâd: ha ra vézô bépréd é tî Joab tûd péré hô dévézô réd sper, tûd lovr, tûd péré a zalc’hô ar werzid, tûd péré a gouézô dindân ar c’hlézé, tûd péré hô dévézô diénez a vara.