The Bible Software
Kentañ Levr ar Rouaned · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Kentañ Levr ar Rouaned 14

1Hôgen Joab, mâb Sarvia, ô wélout pénaoz kaloun ar roué a oa trôet oud Absalom,

2A gasaz da Dékua, évit kerc’hout di eur c’hrég fûr, da béhini é lavaraz: Grâ neûz da véza glac’haret, ha gwisk diḻad kaon̄, ha n’en em lard két gan̄d éôl, évit ma vézi ével eur c’hrég a zô glac’haret pell zô diwar-benn eunn dén marô:

3Hag éz î da gavoud ar roué, hag é komzi ével-henn out-han̄. Ha Joab a lékéaz enn hé génou ar geriou a dlié da lavarout.

4Ar c’hrég eûz a Dékua ô véza éat éta da gavoud ar roué, en em strin̄kaz d’ann douar dira-z-han̄, a azeûlaz hag a lavaraz: Ken-nerz ac’hanoun, ô roué.

5Hag ar roué a lavaraz d’ézhi: Pétrâ eo da géfridi? Hag hî a lavaraz: Allaz! eunn in̄tan̄vez ounn; râk va ozac’h a zô marô.

6Da vatez é dôa daou vâb, péré a zô en em ren̄daélet er park; ha né oa dén évit harza out-hô: hag unan anézhô en deûz skôet gan̄d égilé, hag en deûz hé lazet.

7Ha chétu é sâv ann holl géren̄t a-énep da vatez, ô lavarout: Rô d’é-omp ann hini en deûz skôet gan̄d hé vreûr, évît ma lazimp anézhan̄ évit buez hé vreûr en deûz tennet digan̄t-han̄, ha ma kasimp ann her da gét: hag hî a fell d’ézhô mougâ ann divéza elven a choum gan-en, évit na choumô mui d’am ozac’h, nag hanô, na nétra all é-béd war ann douar.

8Hag ar roué a lavaraz d’ar c’hrég: Kéa d’as tî, ha mé a rôi gourc’hémenn diwar da benn.

9Ha grég Tékua a lavaras d’ar roué: Aotrou, va roué, ra gouézô ar fallagriez-zé war-n-oun ha war dî va zâd; hôgen ra vézô dinam ar roué hag hé drôn.

10Hag ar roué a lavaraz: Ma hég hini é-béd ouz-id, digas-hén̄ d’in, ha bikenn mui na heskinô ac’hanod.

11Hag hî a lavaraz: R’en dévézô koun ar roué eûz ann Aotrou Doué, na lezô két kéren̄t nés ar goâd d’en em ven̄ji ann eil goudé égilé, ha da laza va mâb. Hag hén̄ a lavaraz: Ével ma eo béô ann Aotrou, na gouézô két eur vléven eûz a benn da vâb war ann douar.

12Hag ar c’hrég a lavaraz: Ra lavarô da vatez eur gér d’ann aotrou hé roué. Hag hén̄ a lavaraz: Komz.

13Hag ar c’hrég a lavaraz: Pérâg é krédez-té ôber kémen̄t-sé a-énep pobl Doué, ha pérâg en deûs hén̄ péc’het ar roué, ha n’en deûs-hén̄ két asgalvet ann hini en dôa kaset-kuît?

14Holl é varvomp, hag, ével ann doureier, é tivéromp enn douar hép distrei: ha na fell két da Zoué é vé kollet eunn éné; hôgen gourzéza a râ, gan̄d aoun na vé kollet a-grenn ann hini a zô bét kaset-kuît.

15Râk-sé ounn deûet, évit lavarout kémen̄t-sé d’ar roué, va aotrou, dirâg ar bobl. Ha da vatez é deûz lavaret: Mé a gomzô oud ar roué, évit gwélout ma na rai két diouc’h lavar hé vatez.

16Hag ar roué en deûz sélaouet évit ma tennô hé vatez eûz a zaouarn ar ré holl péré a fellé d’ézhô va c’hâs er-méaz eûz a zigwéz Doué, mé ha va mâb war-eunn-drô.

17Lavaret éta da vatez, ra vézô gréat gér ann aotrou, va roué, ével eur sakrifiz. Râg ann aotrou, va roué, a zô ével eunn eal Doué, péhini n’eo ténéréet na gan̄d ar vennoz na gan̄d ar valloz: râk-sé éma ann Aotrou, da Zoué gan-éz.

18Hag ar roué a lavaraz d’ar c’hrég: Na gûz két ouz-in ar pez az ann da c’houlenni digan-éz. Hag ar c’hrég a lavaraz d’ézhan̄: Komz, aotrou va roué.

19Hag ar roué a lavaraz: Ha n’é-ma két dourn Joab gan-éz é kémen̄t-sé? Hag ar c’hrég a lavaraz: Ével ma eo béô da éné, aotrou va roué, n’éz â nag a zéou nag a gleiz, kemen̄d en deûz lavaret ann aotrou, va roué: râk da zervicher Joab eo en deûz gourc’hémennet ann dra-zé d’in, hag hén̄ eo en deûz lékéat ann holl c’heriou-zé é génou da vatez.

20Évit ma trôjenn doaré al lavar-zé, en deûz Joab da zervicher gourc’hémennet ann dra-zé d’in. Hôgen te, aotrou va roué, a zô fûr, ével ma eo fûr eunn éal, ha té a oar kémen̄d a zô war ann douar.

21Hag ar roué a lavaraz da Joab: Chétu ounn habaskéet, hag é rinn hervez da c’hér: kéa éta, hag asgalv va mâb Absalom.

22Neûzé Joab en em daolaz war hé c’hénou d’ann douar, a azeûlaz hag a vennigaz ar roué. Ha Joab a lavaraz: Hiriô é oar da zervicher pénaoz en deûz kavet trugarez dirâk da zaoulagad, aotrou va roué; râg gréat éc’h eûz diouc’h lavar da zervicher.

23Joab éta a zavaz hag a iéaz da C’hésur, hag a zigasaz Absalom da Jéruzalem.

24Hag ar roué a lavaraz: Distrôet d’hé dî, hôgen na wélet két ac’hanoun. Absalom a zistrôaz éta d’hé dî ha na wélaz két ar roué.

25Hôgen né oa dén é-béd é holl Israel ker kaer ha ker klôk hag Absalom: adalek kaloun ann troad bété lein ar penn, né gaved abek é-béd enn-han̄.

26Ha pa douzé hé benn (hé douza a réa eur wéach er bloaz, ô véza ma oa ré bonnner hé bennad bléô), hé vléô a boézé daou c’han̄t sikl, hervez ar poéz a zô anavézet gan̄t ann holl.

27Hôgen tri mâb a oa ganet da Absalom, hag eur verc’h hanvet Tamar, hag hî kaer da wélout.

28Absalom a choumaz daou vloaz é Jéruzalem, ha na wélaz két ar roué.

29Hag hén̄ a gasaz étrézé Joab, évit ma her c’hasché étrézeg ar roué: hag hé-man̄ na fellaz két d’ézhan̄ don̄t d’hé gavout: ha goudé béza kaset étrézég enn-han̄ eunn eil wéach, hép ma fellaz d’ézhan̄ don̄d d’hé gavout,

30E lavaraz d’hé zervicherien: c’houi a oar pénaoz en deûz Joab eur park tôst d’am fark, hag a zô heiz enn-nan̄: Id éta, ha likid ann tân enn-han̄. Ha servicherien Absalom a lékéaz ann tân enn heiz, ha servicherien Joab a zeûaz, goudé béza roget hô diḻad, hag a lavaraz: Servicherien Absalom hô deûz lékéat ann tân é lôd eûz da bark.

31Ha Joab a zavaz hag a iéaz da dî Absalom, hag a lavaraz d’ézhan̄: Pérâk da zervicherien hô deûz-hi lékéat ann tân em fark?

32Hag Absalom a lavaraz da Joab: Kaset em eûz tûd d’id évid da bédi da zon̄d d’am c’havout, hag évit m’az kaschenn étrézég ar roué, évit lavaroud d’ézhan̄: Pérâg ounn-mé deûet eûz a C’hésur? Gwell é vé d’inn béza énô: mé a c’houlenn éta ma wélinn ar roué: mar talc’h sonch eûz va fallagriez, ra lazô ac’hanoun. (T).

33Joab a iéaz éta da gavout ar roué, hag a lavaraz kémen̄t-sé holl d’ézhan̄. Hag Absalom a oé galvet; hag hén̄ a iéaz étrézég ar roué, hag a azeûlaz oc’h en em deûrel war hé c’hénou dira-z-han̄: hag ar roué a bokaz da Absalom. ———— XV. PENNAD. Absalom ô sével a-énep David hé dâd.

← Kentañ Levr ar Rouaned 13Read In The App, Free →Kentañ Levr ar Rouaned 15 →

Study Kentañ Levr ar Rouaned 14

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324