Kentañ Levr ar Rouaned 17:10
Ha kémen̄t dén kalounek, péré a zô hén̄vel out léoned, a vézô spoun̄tet-brâz: râg holl bobl Israel a oar pénaoz da dâd, hag ar ré holl a zô gan̄t-han̄, a zô tûd a galoun.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Kentañ Levr ar Rouaned 17
Cross References
Numbers 24:8Doué en deûz hé zigaset er méaz eûz ann Éjipt, hag hé ners a zô hén̄vel oud hini ar rinoséros. Loun̄ka a rain̄t ar boblou a vézô énébourien d’ézhô; brévi a rain̄t hô eskern, hag é toullin̄t treûz-didreûz anézhô gan̄d hô saézou.
Joshua 2:9Anaoud a rann pénaoz ann Aotrou en deûz lékéat ar vrô-man̄ étré hô taouarn: râg ar spoun̄t ac’hanoc’h a zô krôg enn-omp, hag holl dûd ar vrô-man̄ a zô digalounékéet.
1 Samuel 18:17Ha Saül a lavaraz da Vichol: Pérâg éc’h eûz-té gréat goab ac’hanoun ével-sé, hag éc’h eûz-té lékéat va énébour da dec’hout? Ha Michol a lavaraz da Zaül: O véza ma en deûz lavaret d’in: Va lez da von̄t pé az lazinn.
2 Samuel 23:20Banaias eûz a Gabréel, mâb Joiada, dén kalounek-brâz a réaz ivé ôberiou kaer: hén̄ eo a lazaz ann daou léon eûz a Voab; hag hén̄ eo a ziskennaz é amzer ann erc’h enn eur pun̄s séac’h, hag a lazaz énô eul léon.