The Bible Software
Kentañ Levr ar Rouaned · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Kentañ Levr ar Rouaned 17

1Hôgen Ac’hitofel a lavaraz da Absalom: Dilenna a rinn daouzék mil dén gan-én̄, ha mé a zavô hag a iélô war lerc’h David enn nôz-man̄.

2Hag oc’h en em deûrel war-n-ézhan̄, en̄dra ma vézô skuîz hag héb armou enn hé zaouarn, é skôinn gan̄t-han̄: ha pa vézô téc’het ann holl bobl a zô gan̄t-han̄, é skôinn gan̄d ar roué a vézô hé-unan.

3Lakaad a rinn da zistrei ann holl bobl-zé, ével ma tistrô eunn dén hé-unan: râk té na glaskez néméd eunn dén; hag ann holl bobl a vézô é péoc’h.

4Al lavar-zé a oé kavet mâd gan̄d Absalom ha gan̄d holl henaoured Israel.

5Koulskoudé Absalom a lavaraz: Galvit Kusai ann Arac’hit, ha sélaouomp ivé pétrâ a lavarô.

6Ha pa oé deûet Kusai étrézég Absalom, é lavaraz Absalom d’ézhan̄: Ével henn en deûz komzet Ac’hitofel: ha ni a dlé ôber ével ma en deûz lavaret, pé na dléomp két? Pé guzul a rôez?

7Ha Kusai a lavaraz da Absalom: Né két mâd ar c’huzul en deûz rôet Ac’hitofel ar wéach-man̄.

8Ha Kusai a lavaraz c’hoaz: Té a anavez da dâd, té a oar pénaoz ann dûd a zô gan̄t-han̄ a zô kré-brâz, ha ma eo c’houérô hô c’haloun, ével hini eunn ourzez a ziboell enn eur c’hoad, ô véza ma eo bét kéméret hé oursédigou: da dâd ivé péhini a zô eur brézéliad mâd, na ehanô két gan̄d hé dûd.

9Martézé bréma eo kuzet enn eur c’héô, pé enn eul léac’h all, diouc’h ma kav mâd: ha mar kouéz unan ac’hanoc’h da gen̄ta, néb hé glevô a lavarô: Eul lazérez brâz a zô bét gréat é-touez ar bobl a heûlié Absalom.

10Ha kémen̄t dén kalounek, péré a zô hén̄vel out léoned, a vézô spoun̄tet-brâz: râg holl bobl Israel a oar pénaoz da dâd, hag ar ré holl a zô gan̄t-han̄, a zô tûd a galoun.

11Chétu éta ar chuzul a gavann ar gwella: Stroll war-drô d’id Israel holl, adalek Dan bété Bersabéé, ével tréaz ar môr péhini a zô diniver; ha té a vézô enn hô c’hreiz.

12Ha nî en em daolô war-n-ézhan̄, é pé léac’h bennâg ma vézô kavet; hag é c’hôlôimp anézhan̄, ével pa gouéz ar glîz war ann douar; ha na lezimp két zô-kén eunn dén eûz ar ré a zô gan̄t-han̄.

13M’az a enn eur géar-bennâg, holl Israel a lakai kerdin trô-war-drô d’ar géar-zé, ha nî a dennô anézhi enn eur froud, hép ma choumô méan é-béd anézhi.

14Hag Absalom, hag holl dûd Israel a lavaraz: Gwelloc’h eo kuzul Kusai, ann Arac’hit, égét kuzul Ac’hitofel: râk dré ioul ann Aotrou eo é oé diskaret kuzul Ac’hitofel, évit ma tigazc’hé ann Aotrou drouk war Absalom.

15Neûzé Kusai a lavaraz da Zadok ha da Abiatar ar véleien: Ével-henn hag ével-henn en deûz kuzuliet Ac’hitofel Absalom hag hénaoured Israel; hag ével-henn hag ével-henn em eûz hô c’huzuliet.

16Hôgen bréma kasit râk-tâl da lavarout d’ézhan̄: Na choum két hénôz é kompézennou ann distrô; hôgen treûz hép dalé, gan̄d aoun na vé kollet ar roué hag ann holl bobl a zô gan̄t-han̄.

17Jonatas hag Ac’himaas a oa é-tâl feun̄teun Rogel: hag eur vatez a iéaz hag a lavaraz kémen̄t-sé d’ézhô: hag hî a iéaz hag a zigasaz ar c’helou d’ar roué David: râg hî na hellen̄t két en em ziskoueza na mon̄d é kéar.

18Hôgen eur paotr a wélaz anézhô hag hé lavaraz da Absalom: hag hî a iéaz râk-tâl da di eunn dén eûz a Vaturim, péhini en dôa eur pun̄s é-tâl dôr hé dî; hag hî a ziskennaz enn-han.

19Hôgen grég ann dén-zé a lékéaz eur c’houlc’her war c’hénou ar pun̄s, ével pa é divijé lékéat éd da graza; hag evel-sé é kuzaz-hî ann drâ.

20Ha pa oé deûet servicherien Absalom d’ann tî-zé, é léverchon̄t d’ar c’hrég: Péléac’h éma Ac’himaas ha Jonatas? Hag ar c’hrég a lavaraz d’ézhô: Buan in̄t éat-kuît, goudé béza évet eunn nébeûd dour. Hag ar ré hé c’hlaské, pa n’hô c’hefchon̄t két, a zistrôaz da Jéruzalem.

21Ha pa oé éat ar ré-zé kuît, ar ré-man̄ a zeûaz er-méaz eûz ar pun̄s, a iéaz hag a zanévellaz pép-trâ da Zavid, ô lavarout: Savit, ha treûzit buan ar ster; râg ével-sé eo en deûz rôet Ac’hitofel kuzul enn hoc’h énep.

22David éta a zavaz, hag ann holl bobl a oa gan̄t-han̄, hag hî a dreûzaz ar Jourdan abars goulou-deiz: ha na choumaz két unan hép treûzi ar ster.

23Pa wélaz Ac’hitofel pénaoz né oa két bét heûliet hé guzul, é tibraz hé azen, é piñaz war-n-ézhan̄, hag éz éaz d’hé di ha d’hé géar: hag ô véza lékéat reiz enn hé dî, en em grougaz, hag hén̄ a oé bésiet é béz hé dâd. 21 Hôgen David a zeûaz d’ar c’hamp, hag Absalom a dreûzaz ar Jourdan, hen̄ hag ann holl dûd eûz a Israel a oa gan̄t-han̄.

24

25Absalom a lékéaz Amasa é penn ann armé é léac’h Joab: Amasa a oa mâb da eunn den eûz a Jezrael hanvet Jétrâ, péhini a oa éat da gaout Abigail, merc’h Naas, c’hoar Sarvia, mamm Joab.

26Hag Israel gan̄d Absalom a steñaz hé gamp é brô Galaad.

27Ha pa oé deûet David d’ar c’hamp, Sobi, mâb Naas, eûz a Rabbat da vugalé Ammon, ha Mac’hir, mâb Ammihel eûz a Lodabar, ha Berzellai eûz a Rogélim é Galaad,

28A zigasaz d’ézhan̄ gwéléou, ha pellennou, ha listri prî, ha gwiniz, hag heiz, ha bleûd, hag éd-krâz, ha fâ, ha fer, ha pîz-krâz,

29Ha mél, hag amann, ha dén̄ved, ha leûéou lard; hag hî hô rôaz da Zavid, ha d’ar bobl a oa gan̄t-han̄, évid dibri: râg hî a grédé pénaoz ar bobl a oa man̄tret gan̄d ann naoun, gan̄d ar séc’hed, ha gan̄d ar skuizder enn distrô. ———— XVIII. PENNAD. Lazet eo Absalom.

← Kentañ Levr ar Rouaned 16Read In The App, Free →Kentañ Levr ar Rouaned 18 →

Study Kentañ Levr ar Rouaned 17

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324