Kentañ Levr ar Rouaned 17:25
Absalom a lékéaz Amasa é penn ann armé é léac’h Joab: Amasa a oa mâb da eunn den eûz a Jezrael hanvet Jétrâ, péhini a oa éat da gaout Abigail, merc’h Naas, c’hoar Sarvia, mamm Joab.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
26Hag Israel gan̄d Absalom a steñaz hé gamp é brô Galaad.
Read all of Kentañ Levr ar Rouaned 17
Cross References
2 Samuel 19:14Hag hén̄ a c’hounézaz kaloun holl dûd Juda, ével kaloun eunn dén hép-kén: hag hî a gasaz d’ar roué, ô lavarout: Distrô té, ha da holl zervicherien.
2 Samuel 20:9Joab éta a lavaraz da Amasa: Deiz mad d’id, va breûr. Hag hén̄ a grogaz gan̄d hé zourn déou é helgez Amasa evel évit poki d’ézhan̄.
1 Chronicles 2:16Hô c’hoarézed a oé Sarvia hag Abigail. Mipien Sarvia: Abisai, Joab, hag Asael; trî anézhô.
1 Chronicles 12:19Lôd ivé eûz a Vanasé a drôaz étrézé David, p’az éa gan̄d ar Filistined évit stourmi a-énep Saül; pétrâ-bennâg n’en em gannaz két gan̄t-hô, râk prin̄sed ar Filistined ô véza en em strollet, a vannaz anézhan̄, ô lavarout: É gwall hor pennou é tistrôi étrézé Saül hé vestr.