Kentañ Levr ar Rouaned 17:29
Ha mél, hag amann, ha dén̄ved, ha leûéou lard; hag hî hô rôaz da Zavid, ha d’ar bobl a oa gan̄t-han̄, évid dibri: râg hî a grédé pénaoz ar bobl a oa man̄tret gan̄d ann naoun, gan̄d ar séc’hed, ha gan̄d ar skuizder enn distrô. ———— XVIII. PENNAD. Lazet eo Absalom.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Kentañ Levr ar Rouaned 17
Cross References
Judges 8:4Ha pa oé deûet Gédéon da ribl ar Jourdan, é treûzaz anézhan̄ gan̄d ann tri c’han̄t dén a ioa gan̄t-han̄, ha péré a oa ker skuiz na hellen̄t mui mon̄t war-lerc’h ann dec’herien.
2 Samuel 16:2Hag ar roue a lavaraz da Ziba: Pétrâ a fell d’id da ôber gan̄d ann dra-zé? Ha Siba a lavaraz: Ann azéned a zô évit ma piñô war-n-ézhô servicherien ar roué; ar baraou hag ar fiez évit rei da zibri d’as paotred; hag ar gwîn évit rei da éva da néb en dévézô fallaen enn distrô.
2 Samuel 17:2Hag oc’h en em deûrel war-n-ézhan̄, en̄dra ma vézô skuîz hag héb armou enn hé zaouarn, é skôinn gan̄t-han̄: ha pa vézô téc’het ann holl bobl a zô gan̄t-han̄, é skôinn gan̄d ar roué a vézô hé-unan.
Psalms 84:11Râk Doué a gâr ann drugarez hag ar wirionez; ar c’hrâs hag ar c’hloar a rôiô ann Aotrou.
Ecclesiastes 11:1Laka da vara war ann douréier réd; râg hé gavoud a rî goudé kalz a amzer.
Isaiah 58:7Holl zén̄ved Sédar en em strollô enn-od, tourzed Nabajot a zervichô d’id; kenniget é vézin̄t war va aoter a drugarez, ha mé a leuniô a c’hloar tî va meûrded.