Kentañ Levr ar Rouaned 17:8
Ha Kusai a lavaraz c’hoaz: Té a anavez da dâd, té a oar pénaoz ann dûd a zô gan̄t-han̄ a zô kré-brâz, ha ma eo c’houérô hô c’haloun, ével hini eunn ourzez a ziboell enn eur c’hoad, ô véza ma eo bét kéméret hé oursédigou: da dâd ivé péhini a zô eur brézéliad mâd, na ehanô két gan̄d hé dûd.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
7Ha Kusai a lavaraz da Absalom: Né két mâd ar c’huzul en deûz rôet Ac’hitofel ar wéach-man̄.
Read all of Kentañ Levr ar Rouaned 17
Cross References
1 Samuel 16:18Doug ivé ann dék fourmach-man̄ d’ar Milléner: gwél ha da vreûdeûr a zô iac’h ha goulenn gan̄t piou hô deûz-hi darempred. (T).
2 Samuel 15:18Hag hé holl zervicherien a gerzé enn hé gichen: hag ar van̄dennou a Zérétied hag a Féletied, hag ar Gétied holl, brézélidi kalounek, hag hî c’houec’h kan̄t dén, péré a oa deûet eûz a C’het war hé lerc’h, a iéa holl a-raog ar roué.
2 Samuel 23:8Chétu aman̄ han̄vou ar ré galounéka a oa gan̄d David. Adino, ann Hesnitad, a zô ar c’hen̄ta eûz ann tri fura eûz ar brin̄sed. Azéza a réaz war ar gador; ha pétrâ-bennâg ma oa gwân ével eur prén̄v koat, é lazaz eiz kan̄t dén eur wéach.
2 Samuel 23:18Abisai, breûr Joab, mâb Sarvia, a oa ar c’hen̄ta eûz ann trî. Hén̄ eo a zavaz hé wâf out tri c’han̄t, péré a lazaz: eunn hanô kaer en dôa é-touez ann trî;