Kentañ Levr ar Rouaned 2:26
Neûzé Abner a griaz out Joab hag a lavaraz d’ézhan̄: Ha da glézé a dle laza bétég ann divéza? Ha na ouzoud-dé két pénaoz éz eo riskluz lakaat da goll fisian̄s? Bété pégeit na zeski két d’ar bobl éhana da von̄t war-lerc’h hé vreûdeûr?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Kentañ Levr ar Rouaned 2
Cross References
2 Samuel 2:14Hag Abner a lavaraz da Joab: Ra zavô da baotred, ha ra c’hoariin̄t dira-z-omp. Ha Joab a lavaraz: Ra zavin̄t.
2 Samuel 11:25Ha David a lavaraz d’ar c’hannad: Ann dra-man̄ a liviri da Joab: na vézez két man̄tret évit kémen̄t-sé: râk darvoud ar brézel a zô mon̄t-don̄t; hag a-wéchou unan, a wéchou eunn all a zô diskaret gan̄d ar c’hlézé. Kalounéka da vézélidi a-énep kéar, ha ken̄traou anézhô, évit ma tiskari anézhi.
Job 19:2Bété pégeit é c’hlac’harot-hu va éné, hag é man̄trot-hu ac’hanoun gan̄d hô lavariou?
Proverbs 17:14Ann hini a zigor striv a zô ével ann hini a laosk ann dour; abarz ma en deûz gouzan̄vet ann dismégan̄s, é tilez ar reizded.
Jeremiah 2:30Enn-aner eo em eûz skôet gan̄d hô pugalé, n’hô deûz két digéméret ar c’helen; hô klézé en deûz loun̄ket hô proféded; ével eul léon gwaster eo hô kwenn.
Jeremiah 12:12Té a lavarô éta d’ézhô ar gér man̄: Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel: Péb brôk a vézô leûniet a wîn. Hag hî a lavarô did: Ha na ouzomp-ni két pénaoz é vézô leuniet péb brôk a wîn?