The Bible Software
Kentañ Levr ar Rouaned · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Kentañ Levr ar Rouaned 2

1Goudé-zé David a c’houlennaz kuzul digan̄d ann Aotrou, ô lavarout: Ha piña a rinn-mé da unan eûz a geriou Juda? Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄: Piñ. Ha David a lavaraz: Da béléac’h é piñinn? Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄: Da Hébron.

2David éta a biñaz dî, gan̄d hé ziou c’hrég, Ac’hinoam eûz a Jezrael, hag Abigail, grég Nabal eûz ar C’harmel.

3David a gasaz ivé dî ar ré a oa gan̄t-han̄, pép-hini gan̄d hé dûd: hag hî a choumaz é keriou Hébron.

4Ha tûd Juda a zeûaz hag a éôliaz énô David évit ma rénché war dî Juda. Ha rôet é oé da anaout da Zavid pénaoz tûd Jabez-Galaad hô dôa bésiet Saül.

5Ha David a gasaz kannaded étrézé tûd Jabez-Galaad hag a lavaraz d’ézhô: Benniget ra viot gan̄d ann Aotrou, c’houi péré hoc’h eûz gréat ann drugarez-zé é-kén̄ver hoc’h aotrou Saül, hag hoc’h eûz hé vésiet.

6Ha bréman̄ ann Aotrou a rôi d’é-hoc’h trugarez ha gwirionez: ha mé ivé a rôi gôbr d’é-hoc’h, ô véza ma hoc’h eûz gréat kémen̄t-sé.

7Ra vézô kré hô taouarn, ha bézit tûd kalounek: râk pétrâ-bennâg ma eo marô Saül, hoc’h aotrou, koulskoudé tî Juda en deûz va éôliet da roué d’ézhan̄.

8Hôgen Abner, mâb Ner, prin̄s armé Saül, a géméraz Isboset, mâb Saül, hag a gasaz anézhan̄ trô-war-drô d’ar c’hamp,

9Hag a lékéaz anézhan̄ da roué war C’halaad, ha war C’hessuri, ha war Jezrael, ha war Éfraim, ha war Ven̄jamin, ha war Israel holl.

10Daou-ugen̄t vloaz en doa Isboset, mâb Saül, pa zeûaz da réna war Israel; hag hén̄ a rénaz daou vloaz. Hôgen tî Juda hép-kén a heûlié David.

11Hag ann niver eûz ann deisiou é-pâd péré é choumaz David é Hébron, hag é rénaz war dî Juda, a oé eûz a zeiz vloaz ha c’houec’h miz.

12Neûzé Abner, mâb Ner, ha tûd Isboset, mâb Saül, a zeûaz eûz ar c’hamp da C’habaon.

13Hôgen Joab, mâb Sarvia, ha tûd David a iéaz er-méaz hag a gavaz anézhô é-harz lenn Gabaon. Ha pa oé tost ann eil armé d’égilé, éc’h azézchon̄t hô c’hamp ann eil dirâg égilé, lôd enn tû-man̄ eûz al lenn, ha lôd all enn tû all.

14Hag Abner a lavaraz da Joab: Ra zavô da baotred, ha ra c’hoariin̄t dira-z-omp. Ha Joab a lavaraz: Ra zavin̄t.

15Sével a réjon̄t éta; hag é tréménaz daouzég eûz a Ven̄jamin, eûz a dû Isboset, mâb Saül, ha daouzég eûz a baotred David.

16Ha pép-hini ô véza kroget é penn hé géférer, a lékéaz hé glézé é korf hé énébour, hag é kouézchon̄t holl: hag al léac’h-zé a oé hanvet, park ar ré galounek é Gabaon.

17Hag eur stourm kalet a zavaz enn deiz-zé: hag Abner ha tûd Israel a déc’haz dirâk tûd David.

18Tri mâb Sarvia, Joab, hag Abisai, hag Asael a oa énô: hôgen Asael a oa eur réder brâz; hén̄vel é oa oud ann iourc’hed a zô er c’hoajou.

19Asael a iéaz war-lerc’h Abner, ha na zistrôaz nag a zéou nag a gleiz, ha bépréd édô war hé lerc’h.

20Abner ô véza sellet adré a lavaraz; Ha té eo Asael? Hag hén̄ a lavaraz: Mé eo.

21Hag Abner a lavaraz d’ézhan̄: Kéa a zéou pé a gleiz, ha pâk unan eûz ar baotred, ha kémer hé ziwiskou. Hôgen Asael na fellaz két d’ézhan̄ éhana da von̄d war hé lerc’h.

22Abner a gomzaz c’hoaz oud Asael, ô lavarout: En em denn, ha na zeû mui war va lerc’h, gan̄d aoun na vé réd d’in da doulla gan̄t va gwâf; ha na hellinn mui sével va daoulagad dirâk Joab da vreûr.

23Asael na zélaouaz két anézhan̄ ha na fellaz két d’ézhan̄ distrei. Neûzé Abner a skôaz gan̄t-han̄ gan̄t kîl hé wâf hag a doullaz plég hé vorzed; hag hén̄ a varvaz war al léac’h: ha kémen̄d hini a dréméné dré al léac’h-zé, é péhini é oa bét kouézet ha marvet Asael, a choumé a zav.

24Hôgen en̄dra m’az éa Joab hag Abisai war-lerc’h Abner péhini a déc’hé, é kuzaz ann héol pa zeûjon̄t da gréac’h ar san-dour, péhini a zô râg-enep d’ann draon̄ien, war hen̄t distrô Gabaon.

25Mipien Ben̄jamin en em zastumaz enn-drô da Abner: hag ô véza bét gréat eur vagad gan̄t-hô, e choumchon̄t war lein eur grec’hen.

26Neûzé Abner a griaz out Joab hag a lavaraz d’ézhan̄: Ha da glézé a dle laza bétég ann divéza? Ha na ouzoud-dé két pénaoz éz eo riskluz lakaat da goll fisian̄s? Bété pégeit na zeski két d’ar bobl éhana da von̄t war-lerc’h hé vreûdeûr?

27Ha Joab a lavaraz: Ével ma eo béô ann Aotrou, ma ez pijé komzet, ar bobl en divijé éhanet adaleg ar min̄tin da von̄t war-lerc’h hé vreûdeûr.

28Joab éta a zonaz gan̄d ar c’horn-boud, hag ann holl armé a choumaz, hag a éhanaz da von̄t war-lerc’h Israel, ha da stourmi out-han̄.

29Hôgen Abner hag hé dûd a gerzaz a-dreûz d’ar mésiou é-pâd ann nôz-zé: hag hî a dreûzaz ar Jourdan, hag ô véza tréménet dré holl Vethoron, é tistrôjon̄t d’hô c’hamp.

30Hôgen Joab ô véza distrôet, goudé béza lézet Abner da von̄t, a zastumaz ann holl bobl: hag é oé kavet a nébeûtoc’h é-touez tûd David, naon̄tek dén, hép nivéri Asael.

31Hôgen tûd David a skôaz eûz a Ven̄jamin, hag eûz ar ré a oa gan̄d Abner, tri c’han̄t ha tri-ugen̄t, péré a oé lazet.

32Hag hî a géméraz Asael, hag a vésiaz anézhan̄ é béz hé dâd é Bétléhem: ha Joab hag hé dûd goudé béza kerzet a-héd ann nôz, a zeûaz da Hébron da c’houlou-deiz. ———— III. PENNAD. Israel en em rô da Zavid.

← Kentañ Levr ar Rouaned 1Read In The App, Free →Kentañ Levr ar Rouaned 3 →

Study Kentañ Levr ar Rouaned 2

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324