Kentañ Levr ar Rouaned 20:1
C’hoarvézoud a réaz ivé pénaoz en em gavaz énô eunn dén eûz a Vélial, hanvet Séba, mâb Bokri, eûz Jémini; hag hén̄ a zonaz gan̄d ar c’horn-boud, hag a lavaraz: N’hon eûz két a lôd gan̄d David, ha n’hon eûz két a zigéz gan̄t mâb Isai. Distrôit d’hô teltou, Israel.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Kentañ Levr ar Rouaned 20
Cross References
Deuteronomy 13:13N’az pézô kéd a druez out-han̄, hag é tenni torfed ar goâd dinam eûz a Israel, évit ma vézô vâd d’id.
Judges 19:22Pa édon̄t ô banvéza hag ô nerza hô c’horfou ô tibri hag oc’h éva, goudé skuizder ann hen̄t, é teûaz tûd eûz ar géar-zé, mipien Bélial (da lavaroud eo, hép reiz), péré ô véza kelc’hiet tî ann dén kôz, a zeûaz da skei war ann ôr, ô c’harmi out perc’hen ann tî, enn eul lavarout: Kâs er-méaz ann dén a zô éat enn da dî, évit ma wallimp anézhan̄.
2 Samuel 16:11Ha David a lavaraz da Abbai, ha d’hé holl zervicherien: Chétu va mâb, péhini a zô deûet ac’hanoun, a glask va buez; pégémen̄t mui bréma mâb Jémini? List-hén̄, list-hén̄ da villiga hervez gourc’hémenn ann Aotrou.
2 Samuel 23:6Hôgen ar wallerien a vézô diframmet holl ével ann drein, péré na denneur két gan̄d ann daouarn.