Kentañ Levr ar Rouaned 20
1C’hoarvézoud a réaz ivé pénaoz en em gavaz énô eunn dén eûz a Vélial, hanvet Séba, mâb Bokri, eûz Jémini; hag hén̄ a zonaz gan̄d ar c’horn-boud, hag a lavaraz: N’hon eûz két a lôd gan̄d David, ha n’hon eûz két a zigéz gan̄t mâb Isai. Distrôit d’hô teltou, Israel.
2Ével-sé Israel holl en em rannas diouc’h David, hag a iéaz war-lerc’h Séba, mâb Bokri: hôgen tûd Juda en em stagaz oud ar roué adaleg ar Jourdan bété Jéruzalem.
3Pa oé deûet ar roué enn hé dî é Jéruzalem, é kéméraz ann dég grég-serc’h en dôa lézet évid diwall ann tî; hag hén̄ a lékéaz hô c’hâs enn eur vac’h, é péléac’h é kasaz boéd d’ézhô, ha n’az eaz mui d’hô c’havout; hôgen hî a choumaz serret, hag a vévaz evel in̄tan̄vézed kén na varvchon̄t.
4Neûzé ar roué a lavaraz da Amasa: Stroll d’in holl dûd Juda a-benn tri deiz; ha deûz ivé gan̄t-hô.
5Amasa a iéaz éta évit strolla Juda, hag hén̄ a choumaz pelloc’h amzer égét n’en dôa aotréet ar roué d’ézhan̄.
6Hôgen David a lavaraz da Abisai: Séba, mâb Bokri, a ia da c’hlac’hari ac’hanomp bréma mui égét n’en deûz gréat Absalom: kémer éta tûd da aotrou, ha kéa war hé lerc’h,gan̄d aoun na gafché hor c’heriou kré, ha na dec’hché diouz-omp.
7Tûd Joab éta, hag ar Sérétied, hag ar Félétied a iéaz gan̄t-han̄: hag ar ré galouneg holl eûz a Jéruzalem a iéaz war-lerc’h Séba, mâb Bokri.
8Ha pa oan̄t é-tâl ar méan brâz a zô é Gabaon, en em gavaz Amasa gan̄t-hô. Hôgen Joab en dôa eur zaé strîz war hé gorf hervez hé gîz, ha war-c’horré é oa gourizet gan̄d eur chlézé a oa ispiḻ war hé gostez, enn eur gouin, péhini a oa gréat enn eunn doaré ma hellé béza tennet ha skei gan̄d eur fin̄v skân̄.
9Joab éta a lavaraz da Amasa: Deiz mad d’id, va breûr. Hag hén̄ a grogaz gan̄d hé zourn déou é helgez Amasa evel évit poki d’ézhan̄.
10Hôgen Amasa na lékéaz két a évez oud ar c’hlézé en dôa Joab: hag hé-man̄ a skôaz gan̄t-han̄ enn hé gostez, hag a lékéaz hé vouzellou da gouéza d’ann douar: ha na skôaz két eunn eil daol, hag hén̄ a varvaz. Neûzé Joab hag Abisai hé vreûr a iéaz war-lerc’h Seba, mâb Bokri.
11Koulskoudé lôd eûz a dûd Joab, péré a oa choumet é-tâl korf-marô Amasa, a lavaras: Chétu ann hini a fellé d’ézhan̄ béza da réner da Zavid é léac’h Joab.
12Hôgen Amasa gôlôet a c’hoad a oa gourvezet é-kreiz ann hen̄t. Hag eur ré ô wélout pénaoz é choumé ann holl bobl enn hé zâ évit selloud out-han̄, a voun̄taz anézhan̄ eûz ann hen̄t enn eur park, hag a chôlôaz anézhan̄ gan̄d eur van̄tel, gan̄d aoun na choumfé enn hô zâ ar ré a dréméné, enn abek d’ézhan̄.
13Pa oé éta tennet diwar ann hen̄t, ann holl a iéaz gan̄t Joab war-lerc’h Séba, mâb Bokri.
14Hôgen hén̄ ô treûzi holl vreûriézou Israel, a iéaz da Abéla, ha da Vetmaac’ha: hag ann holl dûd zilennet en em strollaz war hé drô.
15Don̄d a réjon̄d éta, hag é stourmchon̄t out-han̄ é Abéla hag é Betmaac’ha; hag hî a zavaz kembotou war-drô da gear, ha grounnet é oé kéar: hag ar ré holl a oa gan̄t Joab, a glaské ann doaré da ziskara ar vûr.
16Hag eur vaouez fûr eûz a géar a griaz: Sélaouit, sélaouit, ha livirid da Joab: Tôsta aman̄, ha mé a gomzô ouz-id.
17Ha pa oé tôstéet-hén̄, é lavaraz-hî d’ézhan̄: Ha té eo Joab? Hag hén̄ a lavaraz: Mé eo. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄: Sélaou komziou da vatez. Hag hén̄ a lavaraz: Hô sélaoui a rann.
18Hag hî a lavaraz c’hoaz: Enn eul lavar kôz é lavared: Néb a c’houlennô kuzul, ra c’houlennô é Abéla: hag ével-sé é teûen̄t a-benn eûz hô zrâ.
19Ha né két mé eo a lavar ar wirionez enn Israel? Ha té a fell d’id disman̄tra kéar, ha diskara ar vamm é Israel. Pérâg é fell d’id kâs-da-gét digwéz ann Aotrou?
20Ha Joab a respoun̄taz hag a lavaraz: Doué ra virô, Doué ra virô; na zeûann nag évid disman̄tra nag évid diskara.
21N’eûz kéd a véneg eûz a gémen̄t-sé; hôgen eunn dén eûz a vénez Éfraim, hanvet Séba, mâb Bokri, a zô en em zavet a-énep ar roué David. Laka-hén̄ hép-kén étré hon daouarn, ha nî a bellai diouc’h kéar, hag ar vaouez a lavaraz da Joab: Chétu éz éeur da deûrel hé benn d’id dreist ar vûr.
22Neûzé éz éaz-hî da gaoud ar bobl, hag é komzaz out-hô gan̄t furnez: hag hî ô véza trouc’het penn Séba, mâb Bokri, a daolaz anézhan̄ da Joab. Hag hén̄ a zonaz gan̄d ar c’horn-boud, hag hî a zistrôaz eûz a zirâg ar géar, hag en em dennaz dindân hé delt. Hôgen Joab a zistrôaz da gavout ar roué da Jéruzalem.
23Joab éta a oa é penn holl armé Israel; ha Banaias, mâb Joiada, war ar Sérétied hag ar Félétied.
24Aduram a oa da benn war ann teltou, ha Josafat, mâb Abilud, war ann diellou.
25Siva a oa skrivañer; ha Sadok hag Abiatar béleien- vrâz.
26Hag Ira eûz a Jair a oa bélek da Zavid. ———— XXI. PENNAD. Naounégez enn Israel. David a laka da vézia eskern Saül ha Jonaias.