Kentañ Levr ar Rouaned 23:14
Ha David a oa enn eur c’hré; ha gward ar Filistined a oa neûzé é Bétléhem.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
And David was then in an hold, and the garrison of the Philistines was then in Bethlehem.
In Context
Read all of Kentañ Levr ar Rouaned 23
Cross References
1 Samuel 13:4Hôgen el léac’h dré béhini é poanié Jonataz da biña évit tréménout étrézé gward ar Filistined, éz oa diou roc’h a bép tû uc’hel-brâz ha garô ann eil hag ében, ha bégek é doaré den̄t: hag unan anézhô a oa hanvet Bosez, hag ében Séné.
1 Samuel 14:6Ha Saûl a lavaraz d’ar Sinéed: Kerzit, it-kuît, ha diskennit eûz a douez ann Amalékited gan̄d aoun na strôbfenn ac’hanoc’h gan̄t-hô; râk c’houi hoc’h eûz gréat trugarez é-kén̄ver holl vugalé Israel pa biñen̄t eûz ann Éjipt. Hag ar Sinéed en em dennaz eûz a douez ann Amalékited.
1 Samuel 22:4David éta a c’houlennaz adarré kuzul digan̄d ann Aotrou, péhini a lavaraz d’ézhan̄: Saô, ha kéa da Zeila; râk mé a lakai ar Filistined étré da zaouarn.
2 Samuel 5:17Pa glévaz ar Filistined pénaoz é oa bét éôliet David da roué war Israel, é piñchon̄t holl évit klaskout David: ha pa glévaz David kémen̄t-sé, é tiskennaz er c’hré.