Kentañ Levr ar Rouaned 23
1Chétu geriou divéza David. Chétu pétrâ en deûz lavaret David, mâb Isai; pétrâ en deûz lavaret ann dén-zé, péhini a zô bét lékéat da éôliet Doué Jakob, kaner kaer Israel.
2Spéred ann Aotrou en deûz komzet dré-z-oun, hag hé lavar a zô bét war va zéôd.
3Doué Israel en deûz komzet ouz-in, ann hini kré eûz a Israel en deûz lavaret d’in: Néb a c’hourc’hémenn war ann dûd, ra vézô éeun ha léal; ra c’hourc’hémennô gan̄d doujan̄s Doué.
4Ra vézô ével goulou-deiz, pa zâv ann héol diouc’h ar min̄tin hép kommoul, hag ével ar géot a égin enn douar gan̄d ar glaô.
5Ne két ker brâz va zî dirâk Doué, ma rajé gan-én̄ eur gévrédigez peûrbaduz, eur gévrédigez stard ha digéflusk. Râk va holl zieûb ha va holl ioul eo: ha n’eûz nétrâ anézhô ha n’eo bét sévénet.
6Hôgen ar wallerien a vézô diframmet holl ével ann drein, péré na denneur két gan̄d ann daouarn.
7Hôgen mar fell da eur ré steki out-hô, é kémer da zifenn eunn tamm houarn, pé eur fust prenn, pé é laka ann tân enn-hô kén n’en deûz hô c’haset-da-gét.
8Chétu aman̄ han̄vou ar ré galounéka a oa gan̄d David. Adino, ann Hesnitad, a zô ar c’hen̄ta eûz ann tri fura eûz ar brin̄sed. Azéza a réaz war ar gador; ha pétrâ-bennâg ma oa gwân ével eur prén̄v koat, é lazaz eiz kan̄t dén eur wéach.
9Goude hé-man̄, Éléatar, Ahobitad, mâb Dodo, a oé ann eil eûz ar ré galounéka eûz ann tri en em gavaz gan̄d David, pa oé heskinet ar Filistined, ha ma en em strollaz ar ré man̄ énô évid ann emgann.
10Ha pa oé piñet bugalé Israel, hén̄ a choumaz, hag a skôaz gan̄d ar Filistined, kén na oé skuîz hé zourn, ha na oé reûdet oud hé glézé: hag ann Aotrou a réaz eunn dieûb brâz enn deiz-zé; hag ar bobl en dôa tec’het, a zistrôaz évit kémérout diwisk ar ré lazet.
11Ha goudé hen-nez, Semma, mâb Agé, eûz a Arari. Ar Filistined a oa en em strollet enn eur c’hré: hag énô éz oa eur park leûn a fer. Ha pa oé tec’het ar bobl a zirâg ar Filistined,
12É choumaz-hén̄ é-kreiz ar park, hag é tiwallaz anézhan̄; hag hén̄ a dréc’haz ar Filistined. Hag ann Aotrou a réaz eunn dieûb brâz.
13Hag ann trî a oa da benn war ann trégon̄t a ziskennaz, hag a iéaz da gavout David é amzer ar médérez é keô Adollam: hôgen kamp ar Filistined a oa steñet é traon̄ien al lan̄gouinéien.
14Ha David a oa enn eur c’hré; ha gward ar Filistined a oa neûzé é Bétléhem.
15Hôgen David en dôé eur c’hoan̄t, hag a lavaraz: O ma rôjé eur ré d’in dour da éva eûz a bun̄s Bétléhem, a zô é tâl ar pors!
16Ann tri dén kalounék-zé a iéaz éta a-dreûz da gamp ar Filistined, hag a dennaz dour eûz a bun̄s Bétléhem, a oa é-tâl ar pors, hag hé zigaschon̄t da Zavid: hôgen hén̄ na fellaz két d’ézhan̄ hé éva; hag é kennigaz anézhan̄ d’ann Aotrou,
17O lavarout: Ra virô ann Aotrou na rajenn kémen̄t-sé: hag éva a rajenn goâd ann dûd-zé, a zô éat enn hen̄t évid-oun é-gwall hô buez? Na fellaz két éta d’ézhan̄ éva. Chétu pétrâ a réaz ann tri dén kalounek-zé.
18Abisai, breûr Joab, mâb Sarvia, a oa ar c’hen̄ta eûz ann trî. Hén̄ eo a zavaz hé wâf out tri c’han̄t, péré a lazaz: eunn hanô kaer en dôa é-touez ann trî;
19Hag ar brudéta é oa étré ann trî, râg hô frin̄s é oa: hôgen na dalié két ann tri c’hen̄ta.
20Banaias eûz a Gabréel, mâb Joiada, dén kalounek-brâz a réaz ivé ôberiou kaer: hén̄ eo a lazaz ann daou léon eûz a Voab; hag hén̄ eo a ziskennaz é amzer ann erc’h enn eur pun̄s séac’h, hag a lazaz énô eul léon.
21Hén̄ eo ivé a lazaz eunn Éjiptian, dén iskiz da wélout, péhini en dôa eur gwaf enn hé zourn: hôgen hén̄ a ziskennaz out-han̄ gan̄d eur wialen, a ziframmaz hé wâf eûz a zourn ann Éjiptian, hag a lazaz anézhan̄ gan̄d hé wâf hé-unan.
22Chétu pétrâ a réaz Banaias, mâb Joiada.
23Eunn hanô kaer en dôa é-touez ann trî, péré a oa ar ré vrudéta eûz ann trégon̄t: koulskoudé na dalaz két ann tri c’hen̄ta: ha David hé lékéaz é penn hé warded.
24Asael, breûr Joab, a oa eûz ann trégon̄t; Éléhanam, mâb Dodo, eûz a Vétléhem,
25Semma eûz a Harodi, Élika eûz a Harodi,
26Hélez eûz a Falti, Hira, mâb Akkez, eûz a Dékua,
27Abiézer eûz a Anatot, Mobonnai eûz a Husati,
28Selmon eûz a Ahob, Maharai eûz a Nétofat,
29Héled, mâb Baana, a oa ivé eûz a Nétofat, Itai, mâb Ribai, eûz a C’habaat da vipien Ben̄jamin,
30Banaia eûz a Faraton, Heddai eûz a froud Gaas,
31Abialbon eûz a Arbat, Azmavet eûz a Véromi,
32Éliaba eûz a Salaboni; eûz a vipien Jassen, Jonatan,
33Semma eûz a Orori, Aiam, mâb Sarar, eûz a Aror,
34Elifélet, mâb Aasbai, mâb Mac’hati, Éliam, mâb Ac’hitofel, eûz a C’hélon,
35Hesrai eûz ar C’harmel, Farai eûz a Arbi,
36Igaal, mâb Natan, eûz a Zoba, Bouni eûz a C’hadi,
37Sélek eûz a Ammoni, Naharai eûz a Vérot, floc’h Joab, mâb Sarvia,
38Ira eûz a Jétri, Gareb a oa ivé eûz a Jétri,
39Urias ann Hétéad: enn-holl seiz ha trégon̄t. ———— XXIV. PENNAD. David a laka da nivéri ar bobl. Doué a gâs d’ézhan̄ ar vosen.