Kentañ Levr ar Rouaned 24:13
Ha Gad ô véza deûet étrézé David, a lavaraz kémen̄t-man̄ d’ézhan̄: Pé é teûi naounégez enn da vrô é-pâd seiz vloaz: pé é téc’hi é-raok da énébourien, hag hî war da lerc’h é-pâd tri miz: pé é vézô ar vosen enn da vrô é-pâd trî dervez. En em guzul éta bréma, ha gwél pétrâ a livirinn d’ann hini en deûz va c’haset.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Kentañ Levr ar Rouaned 24
Cross References
Leviticus 26:16Chétu ivé pétrâ a rinn d’é-hoc’h: don̄d a rinn buan d’hô kwélout gan̄d ann diénez, ha gan̄d ar c’hrouez a zizec’hô hô taoulagad, hag a goazô hô puéz. Enn-aner eo éc’h hadot éd, rag hoc’h énébourien a wastô anézhan̄.
Leviticus 26:25Hag é tigasinn war-n-hoc’h ar c’hlézé a ven̄jô va c’hévrédigez; ha pa en em dennot er c’heriou, é kasinn ar vosen enn hô touez hag é viot lékéat étré daouarn hoc’h énébourien,
2 Samuel 21:1É amzer David é oé eunn naounégez hag a badaz tri bloaz. Ha David a c’houlennaz kuzul digan̄d ann Aotrou. Hag ann Aotrou a lavaraz: Enn abek da Zaül eo, ha d’hé dî a oa eunn ti a c’hoad; ô véza ma en deûz lazet ar C’habaonited.