The Bible Software
Kentañ Levr ar Rouaned · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Kentañ Levr ar Rouaned 24

1Ha buanégez ann Aotrou a zavaz adarré a-énep Israel; hag hén̄ a aliaz David enn hô énep, oc’h hé lakaad da lavarout: Kéa, ha niver Israel ha Juda.

2Hag ar roué a lavaraz da Joab, prin̄s hé armé: Balé dré holl vreûriézou Israel, adalek Dan bété Bersabéa, ha niver ar bobl, évit ma anavézinn ann niver anézhan̄.

3Ha Joab a lavaraz d’ar roué: Ra greskô da bobl ann Aotrou da Zoué, ra lakai anézhi kan̄t gwéach kémen̄d all, dirâg ann aotrou, va roué; hôgen pétrâ a fell d’ar roué dré-zé?

4Hôgen lavar ar roué a oé tréac’h da c’heriou Joab ha prin̄sed hé armé: Joab éta a iéaz-kuît, gan̄t prin̄sed hé armé, eûz a zirâg ar roué, évit nivéri pobl Israel.

5Ha goudé m’hô dôé treûzet ar Jourdan, é teûjon̄t da Aroer, war ann tû déou eûz ar géar a zô é traon̄ien Gad.

6Mon̄d a réjon̄t achanô eûz a Jazer é Galaad, hag é brô izel Hodsi; hag é teûjon̄t da goat Dan. Hag ô trei war-drô da Zidon,

7Ê trémenchon̄t é-tâl muriou Tir, hag holl vrô ann Hévéed hag ar C’hananéed; hag é teûjon̄t da Versabéa, a zô war-zû ar c’hrésteiz eûz a Juda.

8Ha goudé m’hô dôé peûr-rédet ar vrô, é teûjon̄t da Jéruzalem, goudé naô mîz hag ugen̄t dervez.

9Joab éta a rôaz d’ar roué ann nivérérez eûz ar bobl: hag é oé kavet eûz a Israel, eiz kan̄t mil dén kalounek, hag a zougé ar c’hlézé, hag eûz a Juda, pemp kan̄t mil dén a-vrézel.

10Hôgen goudé ma oé nivéret ar bobl, é oé skôet é kaloun David, hag hén̄ a lavaraz d’ann Aotrou: Gwall béc’het em eûz é kémen̄t-sé; hôgen da bédi a rann, Aotrou, ma tenni ar fallagriez diwar da zervicher, ô véza ma em eûz hé gréat enn eunn doaré diskian̄t-brâz.

11David éta a zavaz diouc’h ar min̄tin, hag ann Aotrou a gomzaz out Gad ar profed ha Gwéler David, hag a lavaraz:

12Kéa, ha lavar da Zavid: Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou: Ar c’hemm a rôann d’id eûz a dri zra; dilenn ann hini a fell d’id a rinn d’id.

13Ha Gad ô véza deûet étrézé David, a lavaraz kémen̄t-man̄ d’ézhan̄: Pé é teûi naounégez enn da vrô é-pâd seiz vloaz: pé é téc’hi é-raok da énébourien, hag hî war da lerc’h é-pâd tri miz: pé é vézô ar vosen enn da vrô é-pâd trî dervez. En em guzul éta bréma, ha gwél pétrâ a livirinn d’ann hini en deûz va c’haset.

14Hôgen David a lavaraz da C’had: Enkrézet-brâz ounn: hôgen gwell eo gan-én̄ kouéza étré daouarn ann Aotrou (râk kalz a drugarez en deûz), éget kouéza étré daouarn ann dûd.

15Ann Aotrou a gasaz éta ar vosen é Israel, adaleg ar min̄tin bétég ann amzer merket: hag é varvaz eûz ar bobl, adalek Dan bété Bersabéa, dék mil dén ha tri-ugen̄t mil.

16Ha pa astenné éal ann Aotrou hé zourn war Jéruzalem, évid hé gwasta, ann Aotrou en dôé truez out kémen̄t-sé a zroug, hag a lavaraz d’ann éal a skôé war ar bobl: A-walc’h eo; dalc’h bréma da zourn; hôgen ann éal a oa deûet bété leûr Aréuna, ar Jébuséad.

17Ha David a lavaraz d’ann Aotrou, pa wélaz ann éal ô skei war ar bobl: Mé eo em eûz péc’het; mé eo em eûz gréat ann droug: hôgen ar ré-zé péré n’in̄t néméd dén̄ved, pétrâ hô deûz-hi gréat? Ra drôi, mé az péd, da zourn ouz-in, hag out tî va zâd.

18Hôgen Gad a zeûaz enn deiz-zé da gavoud David, hag a lavaraz d’ézhan̄: Piñ, ha sâv eunn aoter d’ann Aotrou é leûr Aréuna, ar Jébuséad.

19Ha David a biñaz, hervez gér Gâd ha gourc’hémenn ann Aotrou.

20Hag Aréuna ô sellout, a wélaz ar roué hag hé zervicherien a zeûé étrézég enn-han̄.

21Hag ô véza éat er-méaz, en em strin̄kaz war hé c’hénou dirâg ar roué, hag é lavaraz d’ézhan̄: Pérâg é teû ann aotrou, va roué, da gavout hé zervicher? Ha David a lavaraz d’ézhan̄: Evit préna digan-éz da leûr, ha sével eunn aoter d’ann Aotrou, évit ma éhanô al lazérez a gouéz war ar bôbl.

22Hag Aréuna a lavaraz da Zavid: Kéméret ha kenniget ann aotrou, va roué, ar péz a gavô mâd. Chétu éjenned évid ar sakrifiz-losk, hag eur c’harr, ha géviou éjenned é léac’h keûneûd.

23Ar roué Aréuna a rôaz kémen̄t-sé d’ar roué. Hag Aréuna a lavaraz d’ar roué: Ra zigémérô ann Aotrou, da Zoué, da wéstl.

24Hag ar roué a lavaraz d’ézhan̄: Na rinn két ar péz a fell d’id; hôgen ann dra-zé a bréninn digan-éz; ha na genniginn két é sakrifiz-losk d’ann Aotrou, va Doué, ar péz n’en dévézô koustet nétrâ d’in. David a brénaz éta al leûr, hag ann éjenned évit han̄ter-kan̄t sikl arc’han̄t:

25Ha David a zavaz énô eunn aoter d’ann Aotrou, hag a gennigaz sakrifisou-losk ha sakrifisou a béoc’h. Hag ann Aotrou en em unvanaz gan̄d ar vrô, hag ar gouli a éhanaz é Israel. ————

← Kentañ Levr ar Rouaned 23Read In The App, Free →1 Kings 1 →

Study Kentañ Levr ar Rouaned 24

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324