Kentañ Levr ar Rouaned 24:2
Hag ar roué a lavaraz da Joab, prin̄s hé armé: Balé dré holl vreûriézou Israel, adalek Dan bété Bersabéa, ha niver ar bobl, évit ma anavézinn ann niver anézhan̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Kentañ Levr ar Rouaned 24
Cross References
Deuteronomy 8:13Eûz ann iksion, hag eûz ar skoul, hag eûz ar gûp hervez hé wenn:
2 Samuel 2:13Hôgen Joab, mâb Sarvia, ha tûd David a iéaz er-méaz hag a gavaz anézhô é-harz lenn Gabaon. Ha pa oé tost ann eil armé d’égilé, éc’h azézchon̄t hô c’hamp ann eil dirâg égilé, lôd enn tû-man̄ eûz al lenn, ha lôd all enn tû all.
2 Samuel 8:16Hôgen Joab, mâb Sarvia, a ioa é penn hé armé: ha Josafat, mâb Ahilud, a oa mirer ann diellou.
2 Samuel 20:23Joab éta a oa é penn holl armé Israel; ha Banaias, mâb Joiada, war ar Sérétied hag ar Félétied.
2 Samuel 24:15Ann Aotrou a gasaz éta ar vosen é Israel, adaleg ar min̄tin bétég ann amzer merket: hag é varvaz eûz ar bobl, adalek Dan bété Bersabéa, dék mil dén ha tri-ugen̄t mil.