Kentañ Levr ar Rouaned 3:12
Abner éta a gasaz kannaded da Zavid évit lavarout d’ézhan̄ eûz hé berz: Da biou eo ar vrô zé? Hag évit lavarout c’hoaz: Grâ kévrédigez gan-én̄, ha va dourn a vézô gan-éz, hag é tigasinn holl Israel étrézég enn-oud.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
11Hag Isboset na grédaz lavarout nétrâ d’ézhan̄, ô véza m’en dôa aoun ra-z-han̄.
Read all of Kentañ Levr ar Rouaned 3
Cross References
2 Samuel 3:27Ha pa oé distrôet Abner da Hébron, Joab a zidennaz anézhan̄ da greiz ar pors évit komza out-han̄ gan̄t touellérez: hag hén̄ a skôaz gan̄t-han̄ é plég hé vorzed; hag hé-man̄ a varvaz évit ven̄ji goâd Asael, breûr Joab.
2 Samuel 5:1Neûzé holl vreûriézou Israel a zeûaz da gavout David é Hébron, hag a lavaraz d’ézhan̄: Chétu nî a zô da eskern ha da gîk.
2 Samuel 19:14Hag hén̄ a c’hounézaz kaloun holl dûd Juda, ével kaloun eunn dén hép-kén: hag hî a gasaz d’ar roué, ô lavarout: Distrô té, ha da holl zervicherien.
1 Chronicles 11:1Holl bobl Israel a zeûaz éta da gavout David é Hébron, hag a lavaraz d’ézhan̄: Ni a zô da eskern ha da gîk.
Psalms 62:9Koulskoudé bugalé ann dûd a zô didalvez, bugalé ann dûd a zô gaouiad er balan̄sou; hag hî en em unan kévret enn didalvédigez évit touella.
Luke 16:5O véza éta galvet kémen̄d hini a dlié d’hé aotrou, e lavaraz d’ar c’hen̄ta: Pégémen̄d a dléez-té d’am aotrou?