Kentañ Levr ar Rouaned 3
1Eur brézel hïr a oé éta étré tî Saül ha tî David: ha David ô von̄t bépréd araok, hag oc’h en em grévaat mui-oc’h-vui, ha ti Saül ô koaza a-zeiz-é-deiz.
2Ha mipien a oé ganet da Zavid é Hébron: hag ar c’hen̄ta-ganet a oé Ammon, eûz a Ac’hinoam ar Jezraélitez.
3Ha goudé hé man̄ Kéléab, eûz a Abigail, grég Nabal eûz ar C’harmel: hag ann trédé Absalom, mâb Maac’ha, merc’h Tolmai, roué Gésur.
4Hag ar pevaré Adonias, mâb Haggit: hag ar pempved Safalia, mâb Abital.
5Hag ar c’houec’hved Jetraam, eûz a Égla, grég David. Ar ré-zé a zô bét ganet da Zavid é Hébron.
6An̄dra éta édô brézel étré tî Saül ha tî David, Abner, mâb Ner, a oa é penn tî Saül.
7Hôgen Saül en dôa bét eur zerc’h hanvet Resfa, merc’h Aia. Hag Isboset a lavaraz da Abner:
8Pérâg oud-dé bét ô kaout serc’h va zâd? Hag hé-man̄ héget-brâz gan̄t geriou Isboset, a lavaraz: Hag eur c’hi ounn, mé péhini a zô savet hiriô a-énep Juda, mé péhini em eûz gréat trugarez é-kén̄ver tî Saül, da dâd, hag é-ken̄ver da vreûdeûr ha da géren̄t-nés, mé péhini n’em eûz két da lékéat étré daouarn David; ha té a zeû hiriô d’am heskina enn-abek da eur vaouez?
9Ra rai Doué kémen̄t-sé hag ouc’h-penn da Abner, ma na rann két é-kén̄ver David ével ma en deûz touet ann Aotrou diwar hé benn;
10O lakaad ar rouan̄télez da von̄t-kuît eûz a dî Saül, hag ô sével trôn David war Israel ha war Juda adalek Dan bété Bersabéé.
11Hag Isboset na grédaz lavarout nétrâ d’ézhan̄, ô véza m’en dôa aoun ra-z-han̄.
12Abner éta a gasaz kannaded da Zavid évit lavarout d’ézhan̄ eûz hé berz: Da biou eo ar vrô zé? Hag évit lavarout c’hoaz: Grâ kévrédigez gan-én̄, ha va dourn a vézô gan-éz, hag é tigasinn holl Israel étrézég enn-oud.
13Ha David a lavaraz: Ervâd: mé a rai kévrédigez gan-éz; hôgen eunn dra a c’houlennann digan-éz, ô lavarout: Na wéli két ac’hanoun kén n’az pézô digaset d’in Michol, merc’h Saül. Goudé-zé é teûi hag é wéli ac’hanoun.
14Hôgen David a gasaz kannaded da Isboset, mâb Saül, ô lavarout: Distol d’in Michol, va grég, gan̄t péhini ounn dimézet évit kan̄t pôd-mézen Filistined.
15Isboset éta a gasaz hag a dennaz anézhi dioud hé ozac’h Faltiel, mâb Lais.
16Hé ozac’h a iéaz war hé lerc’h enn eur wéla bété Baturim, hag Abner a lavaraz d’ézhan̄: Kéa, ha distrô. Hag hén̄ a zistrôaz.
17Neûzé Abner a gomzaz oud hénaoured Israel, ô lavarout: Pell zô é klaskit David da roué war-n-hoc’h.
18Grît-hén éta bréma, pa eo gwir pénaoz en deûz komzet ann Aotrou oud David, ô lavarout: Dré zourn David, va zervicher, é tenninn va fobl a Israel eûz a zaouarn ar Filistined, hag eûz hé holl énébourien.
19Abner a gomzaz ivé out Ben̄jamin. Hag hén̄ a iéaz da Hébron évit lavarout da Zavid kémen̄d a oa bét kavet mâd gan̄d Israel ha gan̄t Ben̄jamin holl.
20Don̄ta réaz éta da gavout David é Hébron, hag ugen̄t den gan̄t-han̄. Ha David a réaz eur banvez da Abner ha d’ar ré a oa gan̄t-han̄.
21Hag Abner a lavaraz da Zavid: Sével a rinn hag é strollinn Israel holl étrézé té, va aotrou ha va roué ha mé a rai kévrédigez gan-éz, hag é réni war-n-ézhô holl, ével ma c’hoan̄ta da galoun. Hôgen pa en dôé David diambrouget Abner, ha goudé ma oé éat hé-man̄ é péoc’h,
22E teûaz râk-tâl tûd David gan̄t Joab, goudé béza lazet laéroun, hag hén̄ a zigasé gan̄t-han̄ eur preiz brâz. Hôgen Abner né oa mui gan̄d David é Hébron, ô véza ma oa bét diambrouget gan̄t-han̄, ha ma oa éat-kuît é péoc’h.
23Ha Joab, gan̄d ann holl armé a oa gan̄t-han̄, a zeûaz goudé zé: ha lavaret é oé d’ézhan̄ pénaoz Abner, mâb Ner, a oa deûet da gavoud ar roué, pénaoz en dôa ar roué hé ziambrouget, ha ma oa éat-kuît é péoc’h.
24Ha Joab a iéaz da gavout ar roué, hag a lavaraz d’ézhan̄: Pétrâ éc’h eûs-té gréat? Chétu Abner a zô bét deûet d’az kavout. Pérâg éc’h eûs-té hé gaset-kuît, hag hé lézet da von̄t?
25Ha na anavézez-té két Abner, mâb Ner; ha na wézez-té két pénaoz n’eo deûet d’az kavout néméd évid da douella, évid anaoud da zoaréou, ha gouzout pétrâ a réz?
26Ha Joab ô véza éat-kuît diouc’h David, a gasaz kannaded war-lerc’h Abner, hag a lékéaz anézhan̄ da zistrei eûz a bun̄s séac’h Sira, hép gouzoud da Zavid.
27Ha pa oé distrôet Abner da Hébron, Joab a zidennaz anézhan̄ da greiz ar pors évit komza out-han̄ gan̄t touellérez: hag hén̄ a skôaz gan̄t-han̄ é plég hé vorzed; hag hé-man̄ a varvaz évit ven̄ji goâd Asael, breûr Joab.
28Pa glévaz David ar péz a oa c’hoarvézet, é lavaraz: Dinam ounn ha va rouan̄télez ivé dirâg ann Aotrou da-vikenn, eûz a c’hoad Abner, mâb Ner:
29Ha ra gouézô war benn Joab, ha war holl dî hé dâd: ha ra vézô bépréd é tî Joab tûd péré hô dévézô réd sper, tûd lovr, tûd péré a zalc’hô ar werzid, tûd péré a gouézô dindân ar c’hlézé, tûd péré hô dévézô diénez a vara.
30Joab éta hag Abisai hé vreûr a lazaz Abner, ô véza m’en dôa hé-man̄ lazet Asael hô breûr é Gabaon enn emgann.
31Hôgen David a lavaraz da Joab ha d’ann holl bobl a oa gan̄t-han̄: Rogit hô tiḻad, ha gôloit hô penn gant séier ha lén̄vit é-raog kaon̄ Abner: hag ar roué David a iéa war-lerc’h ann arched.
32Ha pa hô dôé bésiet Abner é Hébron, ar roué David a zavaz hé vouéz enn eur wéla war véz Abner: ann holl bobl a wélaz ivé.
33Hag ar roué ô lén̄va hag ô wéla Abner, a lavaraz: Né két marô Abner ével ma varv ar ré zigaloun.
34Da zaouarn n’in̄t két bét éréet, ha da dreid n’in̄t két bét karget a spéviou: hôgen kouézet oud ével ma kouéz eur ré dirâk mipien ar fallagriez. Hag ann holl bobl en em unanaz évid gwéla d’ézhan̄.
35Ha pa zeûaz ann holl bobl da zibri boéd gan̄d David, pa édô c’hoaz deiz brâz, é touaz David, ô lavarout: Ra rai Doué kémen̄t-sé d’in, ha c’hoaz ouc’h-penn, mar tan̄vaann bara, pé nétrâ all, abarz ma vézô kuzet ann héol.
36Hag ann holl bobl a glévaz; ha kémen̄t en dôa gréat ar roué dirâg ann holl bobl, a oé kavet mâd gan̄t-han̄.
37Hag ann holl bobl, hag Israel holl a wézaz enn deiz-zé pénaoz né oa két ar roué en dôa lekéat laza Abner, mâb Ner.
38Ar roué a lavaraz ivé d’hé zervicherien: Ha na wézit-hu két pénaoz eo kouézet hiriô eur prin̄s, hag eur prin̄s ar brasa enn Israel?
39Hôgen mé a zô c’hoaz gwân, ha roué éôliet hép-kén. Hag ann dûd-man̄, mipien Sarvia, a zô ré galet évid-oun. Ra zistolô ann Aotrou da néb a rai droug, diouc’h hé zrougiez. ———— IV. PENNAD. Isboset a zô lazet.