Kentañ Levr ar Rouaned 5:23
Ha David a c’houlennaz kuzul digan̄d ann Aotrou, ô lavarout: Ha piña a rinn-mé a-énep ar Filistined? Hag hô lakaad a ri dé etré va daouarn? Hag ann Aotrou a lavaraz: Na biñ két out-hô, hôgen trô-war-drô d’ézhô, kén na vézi deûet râg-énep d’ar gwéz-pér.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
22Ar Filistined a zeûaz hag a biñaz adarré, hag en em skiñaz dré draon̄ien Rafaim.
Read all of Kentañ Levr ar Rouaned 5
Cross References
Joshua 8:2Hag é ri é-kén̄ver Hai, hag hé roué, ével ma éc’h eûz gréat é-kén̄ver Jériko, hag hé roué. Hôgen kéméroud a réot évid-hoc’h ar preiz hag ann holl loéned: laka spiou adrén̄ kéar.
2 Samuel 2:1Goudé-zé David a c’houlennaz kuzul digan̄d ann Aotrou, ô lavarout: Ha piña a rinn-mé da unan eûz a geriou Juda? Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄: Piñ. Ha David a lavaraz: Da béléac’h é piñinn? Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄: Da Hébron.