Kentañ Levr ar Rouaned 5
1Neûzé holl vreûriézou Israel a zeûaz da gavout David é Hébron, hag a lavaraz d’ézhan̄: Chétu nî a zô da eskern ha da gîk.
2Pell zô, pa édô Saül da roué war-n-omp, té a gasé hag a zigasé Israel. Hôgen ann Aotrou a lavaraz d’id: Té a vézô pastor va fobl a Israel, ha té a vézô mestr war Israel.
3Hénaoured Israel a zeûaz ivé da gavout ar roué é Hébron; hag ar roué David a réaz kévrédigez gan̄t-hô é Hébron dirâg ann Aotrou; hag hî a éôliaz David da roué war Israel.
4Trégon̄t vloaz en dôa David pa zeûaz da réni; hag hén̄ a rénaz daou-ugen̄t vloaz.
5Seiz vloaz ha c’houec’h miz e rénaz é Hébron war Juda: hag é Jéruzalem é rénaz tri bloaz ha trégon̄t war holl Israel ha Juda.
6Hag ar roué, gan̄d ann dûd a oa gan̄t-han̄, a iéaz étrézé Jéruzalem, é péléac’h é choumé ar Jébuzéed. Hag ar ré-man̄ a lavaraz da Zavid: Na zeûi két aman̄, kén n’az pézô kaset-kuît ar ré zall hag ar ré gamm; évit lavarout: Na zeûiô két David aman̄.
7Hôgen David a géméraz kré Sion, a zô ivé kéar David.
8Râk David en dôa kenniget eur gôbr évid ann hini a drec’hfé ar Jébuzéed, hag a dizché lein ar c’hré hag a gasché-kuît ar ré zall hag ar ré gamm, péré hô dôa kâs oud David. Râk-sé é lévéreur gan̄d eul lavar-gôlôet: Ann hini a zô dall hag ann hini a zô kamm na d-ain̄t két enn templ.
9David a iéaz da choum er c’hré, hag a c’halvaz anézhan̄ kéar David: hag hén̄ a lékéaz da zével tiez trô-war-drô, adalek Mello hag enn diabars.
10Ha David a iéa bépréd araok hag enn eur greski, hag ann Aotrou, Doué ann arméou, a oa gan̄t-han̄.
11Neûzé Hiram, roué Tir, a gasaz kannaded da Zavid, gan̄t koat sedr, ha kilvizien, ha bénérien-vein évid ar môgeriou: hag hî a zavaz tî David.
12Ha David a anavézaz pénaoz en dôa ann Aotrou hé grétéet da roué war Israel, ha pénaoz en dôa savet hé rouan̄télez war hé bobl a Israel.
13Ha David a géméraz c’hoaz serc’hed ha gragez eûz a Jéruzalem, goudé ma oé deûet eûz a Hébron: ha génel a réjon̄t da Zavid mipien all ha merc’hed all.
14Ha chétu aman̄ hanvou ar ré a zô bét ganet d’ézhan̄ é Jéruzalem: Samua, ha Sobab, ha Natan, ha Salomon,
15Ha Jébahar, hag Élisua, ha Néfeg,
16Ha Jafia, hag Elisama, hag Élioda, hag Élifalet.
17Pa glévaz ar Filistined pénaoz é oa bét éôliet David da roué war Israel, é piñchon̄t holl évit klaskout David: ha pa glévaz David kémen̄t-sé, é tiskennaz er c’hré.
18Hôgen ar Filistined a zeûaz hag en em skiñaz dré draon̄ien Rafaim.
19Ha David a c’houlennaz kuzul digan̄d ann Aotrou, ô lavarout: Ha piñâ a rinn-mé a-énep ar Filistined? Hag hô lakaad a ri-dé étré va daouarn? Hag ann Aotrou a lavaraz da Zavid: Piñ, râk mé a lakai ar Filistined étré da zaouarn.
20David a zeûaz éta da Vaal-Farasim: hag hén̄ hô zréc’haz énô, hag a lavaraz: Skiñet eo gan̄d ann Aotrou va énébourien, ével ma eo skiñet ann doureier. Râk-sé eo é oé galvet al léac’h-zé, Baal-Farasim.
21Hag hî a lézaz énô hô idolou; ha David hag hé dûd hô c’hasaz gan̄t-hô.
22Ar Filistined a zeûaz hag a biñaz adarré, hag en em skiñaz dré draon̄ien Rafaim.
23Ha David a c’houlennaz kuzul digan̄d ann Aotrou, ô lavarout: Ha piña a rinn-mé a-énep ar Filistined? Hag hô lakaad a ri dé etré va daouarn? Hag ann Aotrou a lavaraz: Na biñ két out-hô, hôgen trô-war-drô d’ézhô, kén na vézi deûet râg-énep d’ar gwéz-pér.
24Ha pa glévi ével trouz eur ré ô kerzout war bég ar gwéz-pér, neûzé éz î d’ann emgann: râk neûzé ann Aotrou a gerzô enn da raok, évit skei war gamp ar Filistined.
25David a réaz éta ével m’en dôa ann Aotrou gourc’hémennet d’ézhan̄; hag hen̄ a dréc’haz ar Filistined, adalek Gabaa, bété ma’z éeur da C’hézer. ———— VI. PENNAD. David a zan̄s a-raog ann arc’h.