Kentañ Levr ar Rouaned 6:20
Neûzé David a zistrôaz évit binnisien hé dî: ha Michol, merc’h Saül, ô véza deûet da ziambrouga David, a lavaraz d’ézhan̄: Pébez gloar a zô bét hiriô évit roué Israel, oc’h en em zizôlei dirâk mitisien hé zervicherien, hag oc’h en em ziskouéza enn noaz ével eur farvel!
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Kentañ Levr ar Rouaned 6
Cross References
1 Samuel 18:20Saül a gasaz éta soudarded évit krapa é David: hôgen pa wélaz ar ré-man̄ eur van̄den proféded péré a ziougané, ha Samuel savet dreist-hô, spéred ann Aotrou a grôgaz ivé enn-hô, hag hî ivé en em lékéaz da ziougani.
2 Samuel 6:14Ha David a zan̄sé kémen̄d ha ma hellé dirâg ann Aotrou, goudé béza lékéat eunn éfod lin war hé gein.
2 Samuel 6:18Ha pa en dôé peûr-genniget ar sakrifisou-losk hag ar sakrifisou a béoc’h, é vennigaz ar bobl é hanô Aotrou ann arméou.
Nehemiah 4:3Ha Tobias ann Ammoniad, a oa tôst d’ézhan̄, a lavaraz: Labouren̄t; mar teû eul louarn, é lamô dreist hô mûr véan.
Psalms 30:1Da zével a rinn, Aotrou, ô véza ma éc’h eûz va zavet ha n’éch eûz két lékéat va énébourien d’en em laouénaat diwar va fenn.