Kentañ Levr ar Rouaned 6
1David a zastumaz adarré ann dûd dibab eûz a Israel; ha trégon̄t mil a oa anézhô.
2Ha David a zavaz hag a iéaz gan̄d ann holl bobl eûz a dûd Juda a oa gan̄t-han̄, évit digas arc’h Doué, war béhini eo galvet hanô Aotrou ann arméou, péhini a zô azézet dreist-hî war ar gérubined.
3Hag hî a lékéaz arc’h Doué war eur c’harr névez, hag é tigazchon̄t anézhi eûz a dî Abinadab eûz a C’habaa: hôgen Oza hag Ahio, mipien Abinadab, a vlénié ar c’harr névez.
4Ha pa hô dôé hé zennet eûz a dî Abinadab eûz a C’habaa, Ahio a vlénié arc’h Doué ô valé enn hé raok.
5Ha David hag holl bobl a Israel a c’hoarié dirâg ann Aotrou gan̄t kalz a binviou koat, gan̄t télennou, ha lirennou, ha taboulinou, ha sistrou, ha simbalou.
6Hôgen pa oen̄t deûet da leûr Nac’hon, Oza a astennaz hé zourn oud arc’h Doué, hag a viraz out-hi na gouezfé; râg ann éjenned a win̄ké hag hé lékéa da gôstézi.
7Droug a zavaz enn Aotrou a-éneb Oza, hag hén̄ a skôaz gan̄t-han̄ enn abek d’hé herder: hag Oza a varvaz énô é-tâl arc’h Doué.
8Glac’haret é oé David, ô véza ma oa bét skôet Oza gan̄d ann Aotrou: hag al léac’h-zé a zô bét galvet Kastiz Oza, bétég henn.
9Ha David en dôé eunn aoun vrâz râg ann Aotrou enn deiz-zé, hag a lavaraz: Pénaoz é teûi arc’h ann Aotrou em zî?
10Ha na fellaz két d’ézhan̄ é vijé kaset arc’h ann Aotrou d’hé dî é kéar David: hôgen lakaad a réaz hé c’hâs da dî Obédédom eûz a C’het.
11Hag arc’h ann Aotrou a choumaz é tî Obédédom eûz a C’het a-héd tri miz; hag ann Aotrou a vennigaz Obédédom hag hé holl dî.
12Neûzé é oé rôet da anaout d’ar roué David pénaoz en dôa ann Aotrou benniget Obédédom ha kémen̄d en dôa, enn abek da arc’h Doué. David éta a iéaz hag a zigasaz arc’h Doué eûz a dî Obédédom da géar David gan̄t lévénez: ha David en dôa gan̄t-han̄ seiz bagad barzed, hag eul leûé évit viktim.
13Ha pa hô dôa gréat ar ré a zouge arc’h ann Aotrou c’houéac’h kammed, hén̄ a gennigé eunn éjenn hag eunn tourz.
14Ha David a zan̄sé kémen̄d ha ma hellé dirâg ann Aotrou, goudé béza lékéat eunn éfod lin war hé gein.
15Ével-sé David hag holl dî Israel a zougé arc’h kévrédigez ann Aotrou gan̄t lévénéz ha gan̄t soun ar c’herniel-boud.
16Ha pa oé deûtet arc’h ann Aotrou é kéar David, Michol, merc’h Saül, péhini a zellé dré eur prénestr, a wélaz ar roué David ô tan̄sa hag ô lammout dirâg ann Aotrou; hag hî a réaz goab anézhan̄ enn hé c’haloun.
17Hag ar ré-man̄ a zigasaz ébarz arc’h ann Aotrou, hag a lékéaz anézhi enn hé léac’h é-kreiz ann telt en dôa steñet David évit-hi: ha David a gennigaz sakrifisou-losk ha sakrifisou a béoc’h dirâg ann Aotrou.
18Ha pa en dôé peûr-genniget ar sakrifisou-losk hag ar sakrifisou a béoc’h, é vennigaz ar bobl é hanô Aotrou ann arméou.
19Hag hén̄ a rôaz da holl bobl Israel, kenn d’ar oazed, kenn d’ar merc’hed, da bép-hini eunn dors vara, hag eunn tamm kîk bevin rôstet, hag eur gouiñ poazet gan̄t éôl. Hag ann holl bobl a iéaz-kuît, pép-hini d’hé dî.
20Neûzé David a zistrôaz évit binnisien hé dî: ha Michol, merc’h Saül, ô véza deûet da ziambrouga David, a lavaraz d’ézhan̄: Pébez gloar a zô bét hiriô évit roué Israel, oc’h en em zizôlei dirâk mitisien hé zervicherien, hag oc’h en em ziskouéza enn noaz ével eur farvel!
21Ha David a lavaraz da Vichol: Dirâg ann Aotrou péhini en deûz va dilennet ken̄toc’h égéd da dâd hag hé holl dî, ha péhihi en deûz gourc’hémennet d’in ma vijenn da benn war bobl ann Aotrou é Israel,
22É c’hoariin hag é teûinn da véza distéroc’h égét n’ounn bét: hag é vézinn uvel dirâk va daoulagad: ha mui a c’hloar am bézô dirâg ar mitisien a béré éc’h eûz komzet d’in.
23Râk-sé Michol, merc’h Saül, n’é dôé mâb é-bét bété deiz hé marô. ———— VII. PENNAD. David a fell d’ézhan̄ sével eunn templ d’ann Aotrou: hôgen Doué a rô da anaout d’ézhan̄ pénaoz é vézô savet gan̄d hé vâb.