Levr Amos 3:1
Sélaouit ar gér en deûz lavaret ann Aotrou diwar hô penn, bugalé Israel: diwar-benn ann holl wenn em eûz tennet eûz a vrô ann Éjipt, ô lavarout:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Chronicles 16:13C’houi, gwenn Israel, hé zervicher; c’houi mipien Jakob, dilennet gan̄t-han̄.
Isaiah 46:3Ann traou ken̄t em eûz dioûganet a neûzé, hag hî a zô deûet er-méaz eûz va génou, ha mé em eûz hô rôet da glévout: enn-eunn-taol in̄t bét gréat gan-én̄, hag hî a zô bét sévénet.
Jeremiah 8:3Hag hî hô deûz steñet hô zéôd ével eur wareg a c’hévier, ha nann a wirionez; en em grévéet in̄t war ann douar, râk mon̄d a réon̄t a zroug é drouk, ha n’am anavézon̄t két, émé ann Aotrou.
Hosea 4:1Sélaouit gér ann Aotrou, bugalé Israel, râg ann Aotrou a ia da varna tûd ann douar: râk n’eûz két a wirionez, n’eûz két a drugarez, n’eûz két a wiziégez Doué war ann douar-zé.
Amos 2:10Mé eo em eûz hô lékéat da biña eûz a vrô ann Éjipt, hag em eûz hô rénet enn distrô a-héd daou-ugen̄t vloaz, évid hô lakaat da biaoua brô ann Amorréed.