The Bible Software
Levr Amos · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Amos 3

1Sélaouit ar gér en deûz lavaret ann Aotrou diwar hô penn, bugalé Israel: diwar-benn ann holl wenn em eûz tennet eûz a vrô ann Éjipt, ô lavarout:

2C’houi hép-kén em eûz anavézet é-touez ann holl wennou eûz ann douar: râk-sé é emwélinn ac’hanoc’h enn abek d’hoc’h holl fallagriézou.

3Ha baléa a râ daou zen kévret, néméd unvan é ven̄t?

4Ha iuda a râ al léon enn eur c’hoad, némét kavet en défé eur preiz? Ha garmi a râ eul léonik enn hé géo, némét paket en défé eunn dra?

5Ha kouéza a râ eunn evn enn eul lindâg war ann douar, héb eunn evnétaer? Ha tenna a réner eul lindâg diwar ann douar, abarz ma eo bét paket ennn dra?

6Ha seni a râ ar c’horn-boud enn eur géar, hép ma spoun̄t ar bobl? Ha droug a c’hoarvez enn eur géar, ma n’eo gréat gan̄d ann Aotrou?

7Rag ann Aotrou na ra nétrâ, hép rei da anaout hé dra guzet d’hé zervicherien ar broféded.

8Al léon en deûz iudet, piou na spoun̄to két? Ann Aotrou Doué en deûz komzet, piou na ziouganô két?

9Embannit é tiez Azot, hag é tiéz brô ann Éjipt, ha livirit: Én em strollit war venésiou Samaria, ha gwélit al lôd brâz a follen̄tésiou a réeur enn hé c’hreiz, hag ann drouk-komsiou a lévéreur enn-hi diwar-benn ar ré zinam.

10N’hô deûz két gwézet heûlia ar reizded, émé ann Aotrou: tenzoriou a fallagriez hag a breizérez hô deûz dastumet enn hô ziez.

11Rak-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Mac’het, ha grounnet é vézô ar vro: da ners a vézô tennet digan-éz, ha da diez a vézô preizet.

12Ével ma tenn ar meser euz a c’héôl al léon diou vorzed pé penn eur skouarn, ével-sé en em dennô mipien Israel, péré a choum é Samaria war wéléou bouk, hag é Damas é-kreiz ann dudi.

13Sélaouit, ha rôit testéni é tî Jakob, émé ann Aotrou, Doué ann arméou.

14Pénaoz enn deiz é péhini é téraouinn emwélout fallagriézou Israel, é emwélinn ivé aoteriou Bétel: ha korniou ann aoter a vézô torret, hag a gouézô d’ann douar.

15Diskara a rinn ann ti-goañv hag ann ti-han̄v: ann tiez olifan̄t a vézô freûzet, ha kalz tiez all a vézô dispennet, émé ann Aotrou. ———— IV. PENNAD Rébechou ha gourdrouzou a-énep mipien Israel.

← Levr Amos 2Read In The App, Free →Levr Amos 4 →

Study Levr Amos 3

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789