Levr Amos 4:13
Râk chétu ann hini en deûz doaréet ar ménésiou, ha krouet ann avel, a rô da anaout hé c’hér d’ann dén, a râ koabr ar min̄tin, hag a gerz war ann uc’héla eûz ann douar: ann Aotrou, Doué ann arméou eo hé hanô. ———— V. PENNAD Sakrifisou Israel distolet gan̄d Doué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Job 9:7Hén̄ eo a c’hourc’hémenn d’ann héol, hag ann héol na zâv két, ar stéréd a gûz ével dindân ar ziel.
Psalms 65:6Té péhini a starda ar ménésiou gan̄d da ners, a zô gourizet gan̄d da c’halloud:
Psalms 139:2Va zrugarez ha va digémer; va gwarézer ha va dieûber; va skoazeller, hag enn-han̄ em eûz lékéat va géd; péhini a laka va fobl da bléga dindan-oun.
Isaiah 5:30Hag hén̄ en em daolô war Israel enn deiz-zé gan̄t garmou hén̄vel out trouz ar môr; oud ann douar é sellimp, ha na wélimp némét tévalien ha glac’har, ha na vézô goulou é-béd enn eunn dévalien ker brâz. ———— VI. PENNAD. Isaias a wél Doué enn hé c’hloar.