The Bible Software
Levr Amos · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Amos 4

1Sélaouit ar gér-man̄, bioc’hed lard, a zô war vénez Samaria: c’houi péré a wask war ar béorien, hag a vâc’h ar ré ézommek; hag a lavar d’hô mistri: Digasit, hag évomp.

2Touet en deûz ann Aotrou Doué dré hé hanô san̄tel, pénaoz é teûi deisiou war-n-hoc’h, é pére é viot savet gan̄t kreier, hag ann dilerc’hiou ac’hanoc’h lékéat da virvi é kaoteriou.

3Dré ann odéou é viot kaset ann eil oud ében, hag é viot taolet é brô Armon, émé ann Aotrou.

4Deûit da Vétel, ha grît fallagriez: da C’halgala, ha paottit hô kwallou: digasit péb mintin hô viktimou, hag a-benn tri deiz hô téôgou.

5Grît gan̄t goell sakrifisou a veûleûdi: galvit-hô kennigou a-ioul, hag embannit- hô: râg hoc’h ioul eo bét, émé ann Aotrou Doué.

6Râk-sé em eûz lékéat hô ten̄t da gléc’ha enn holl geriou, ha diénez a vara enn hoc’h holl lec’hiou: ha n’ oc’h két distroet étrézég enn-oun, émé ann Aotrou.

7Dinac’het em eûz ivé ar glaô d’é-hoc’h, pa oa c’hoaz tri miz bétég ar médérez: glaôiet em eûz ivé war eur géar, ha n’em eûz két glaôiet war eur géar all: glaôiet eo bét war eul léac’h, hag al léac’h war béhini n’eo két bét glaôiet, a zo bét dizéc’het.

8Diou pé deir géar a zô deûet étrézég eur géar all évid éva dour, hôgen n’in̄t két bét dizéc’hédet: ha n’oc’h két distrôet étrézég enn-oun, émé ann Aotrou.

9Hô skôet em eûz gan̄d eunn avel skaotuz ha gan̄d ar merkl: ar viskoul é deûz gwastet hô liorsou brâz, hag hô kwiniennou, hag hô kwéz-olived, hag hô kwéz-fiez: ha n’oc’h két distroet étrézég enn-oun, émé ann Aotrou.

10Kaset em eûz ar marô enn hô touez, ével ma rîz war hen̄t ann Éjipt: skôet em eûz gan̄d ar c’hlézé hô tûd iaouan̄k, hag ho kézek a zo bét skrapet: lékéat em eûz da zével enn hô tifron fléar hô kampou: ha n’hoc’h két distrôet étrézég enn-oun, émé ann Aotrou.

11Hô tispennet em eûz, ével ma en deûz Doué dispennet Sodom ha Gomorra, ha c’houi a zô deûet ével eur penn-tân tennet eûz a eunn tan-gwall: ha n’oc’h két distrôet étrézég enn-oun, émé ann Aotrou.

12Râk-sé é rinn kément-sé d’id, ô Israel: hôgen goudé m’am bézô gréat kémen̄t-sé d’id, en em aoz, Israel, évit mon̄d da ziambrouga da Zoué.

13Râk chétu ann hini en deûz doaréet ar ménésiou, ha krouet ann avel, a rô da anaout hé c’hér d’ann dén, a râ koabr ar min̄tin, hag a gerz war ann uc’héla eûz ann douar: ann Aotrou, Doué ann arméou eo hé hanô. ———— V. PENNAD Sakrifisou Israel distolet gan̄d Doué.

← Levr Amos 3Read In The App, Free →Levr Amos 5 →

Study Levr Amos 4

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789