Levr Amos 4:6
Râk-sé em eûz lékéat hô ten̄t da gléc’ha enn holl geriou, ha diénez a vara enn hoc’h holl lec’hiou: ha n’ oc’h két distroet étrézég enn-oun, émé ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 26:26Goudé m’am bézô torret hô pâz, mé lavar hô para (T), enn hévélep doaré ma poazô dék grég bara enn eur fourn hép-kén, hag é rôin̄t anéz-han̄ diouc’h ar pouéz; na c’houi a zebrô, ha n’hô pézô két hô kwalc’h.
Ruth 1:1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 305-309) ◄ Ar Varnérien Levr Ruth Levr ken̄ta Samuel, a c’halvomp Levr ken̄ta ar Rouéed ► LEVR RUTH. ———— I. PENNAD. Élimélek a ia gan̄d hé dûd da vrô Moab. Noémi gan̄d hé merc’h-kaer a zistrô da Vétléhem. 1 Enn amzer eur barner, pa c’hourc’hémenné ar varnerien, é c’hoarvézaz naounégez er vrô. Eunn dén a guitaaz Bétléhem Juda, évit mon̄d é brô ar Voabited gan̄t hé c’hrég hag hé zaou vâb.
Isaiah 9:12Ar Siried eûz ar sâv-héol, hag ar Filistined eûz ar c’hûs-héol; hag hî a zigorô hô génou évit loun̄ka Israel. Goudé kémen̄t-sé né két c’hoaz habaskéet hé frouden, hôgen bépréd eo astennet hé zourn.