Levr Amos 5:11
O véza ma hoc’h eûz diwisket ar paour, ha ma hoc’h eûz skrapet d’ézhan̄ kémen̄d en dôa a wella, tiez a zavot gan̄t mein bén, ha na choumot két enn-hô; gwîniennou c’houék a blan̄tot, ha na évot két ar gwîn anézhô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
10Kaséet hô deûz ann hini hô c’hélenné é-tâl ar pors: argarzet hô deûz ann hini a gomzé gan̄t reizdet.
Cross References
Leviticus 26:16Chétu ivé pétrâ a rinn d’é-hoc’h: don̄d a rinn buan d’hô kwélout gan̄d ann diénez, ha gan̄d ar c’hrouez a zizec’hô hô taoulagad, hag a goazô hô puéz. Enn-aner eo éc’h hadot éd, rag hoc’h énébourien a wastô anézhan̄.
Isaiah 5:7Gwinien Aotrou ann arméou eo ti Israel; ha tûd Juda a zô hé wenn hétuz-brâz. Ha mé a c’hédé é rajé traou reiz, ha chétu fallagriez; hag ann éeunder, ha chétu garm.
Hosea 9:2En em rannet eo hô c’haloun, bréma é vézin̄t dispennet: hén̄ a vrévô hô idolou, hag a ziskarô hô aoteriou.
Amos 3:15Diskara a rinn ann ti-goañv hag ann ti-han̄v: ann tiez olifan̄t a vézô freûzet, ha kalz tiez all a vézô dispennet, émé ann Aotrou. ———— IV. PENNAD Rébechou ha gourdrouzou a-énep mipien Israel.