Levr Amos 5
1Sélaouit ar gér-man̄, hag ar c’heinvan a zavann war-n-hoc’h: Tî Israel a zô kouézet, ha na zavô mui.
2Gwerc’hez Israel a zô kouézet d’ann douar, ha n’eûz dén évid hé sével.
3Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Er géar eûz a béhini éz éa er-méaz mîl, na choumô némét kan̄t: hag enn hini eûz a béhini éz éa er-méaz kan̄t, na choumô néméd dék é tî Israel.
4Râg ével-henn é lavar ann Aotrou da dî Israel: Klaskit ac’hanoun, hag é vévot.
5Hôgen na glaskit két Bétel, ha n’az ît ket é Galgala, ha na dréménit két dré Versabéé: râg Galgala a vézô kaset é sklavérez, ha Bétel a zeûi-da-gét.
6Klaskit ann Aotrou, hag é vévôt: gan̄d aoun na loskché ével tân tî Jozef, ha na zevché Bétel hép ma vézô dén évit mouga ann tân.
7C’houi péré a drô ar varn é huélen-c’houerô, hag a zilez ar reizded war ann douar.
8Klaskit ann hini en deûz gréat ann Arkturus hag ann Orion, a drô ann dévalien é goulou-deiz, hag ann deiz é nôz: a c’halv doureier ar môr, hag a skûḻ anézhô war c’horré ann douar: ann Aotrou eo hé hanô.
9Ann hini a ziskar ar ré gréva enn eur vourc’hoarzin, hag a zigas ar gwastérez war ar ré c’halloudéka.
10Kaséet hô deûz ann hini hô c’hélenné é-tâl ar pors: argarzet hô deûz ann hini a gomzé gan̄t reizdet.
11O véza ma hoc’h eûz diwisket ar paour, ha ma hoc’h eûz skrapet d’ézhan̄ kémen̄d en dôa a wella, tiez a zavot gan̄t mein bén, ha na choumot két enn-hô; gwîniennou c’houék a blan̄tot, ha na évot két ar gwîn anézhô.
12Râk mé a anavez hô kwallou paot, hag hô péc’hédou brâz: pénaoz oc’h énébourien d’ann dén-reiz, hag é tigémérit rôou, hag é waskit war ar paour é-tâl ar pors.
13Râk-sé ann dén fûr a davô enn amzer-zé, râg eur gwall amzer eo.
14Klaskit ar mâd, ha nann ann drouk, évit ma vévot: hag ann Aotrou, Doué ann arméou a vézô gan-é-hoc’h, ével ma hoc’h eûz hé lavaret.
15Kasait ann drouk, ha karit ar mâd, ha dougit ar varn é-tâl ar porz: ha martézé ann Aotrou, Doue ann arméou en dévézô truez oud dilerc’hiou Jozef.
16Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué ann arméou, ar mestr brâz: Enn holl leûriou-kéar é vézô keinvan; hag enn holl lec’hiou diwar ar méaz é vézô lavaret Gwâ, gwâ: hag hî a c’halvô ar c’houerien, évit gwéla, hag ar ré a wél er c’han̄vou, évit lén̄va.
17Hag enn holl winiennou é vézô keinvan, ô véza ma tréméninn enn hô kreiz, émé ann Aotrou.
18Gwâ ar ré a c’hoan̄ta gwélout deiz ann Aotrou: pétrâ a dalvézô -hen̄ d’é-hoc’h? Tévalien, ha nann goulou é vézô ann deiz-zé d’ann Aotrou.
19Ével pa dec’hché eunn dén a zirag eul léon, hag é teûjé eunn ours d’hé ziarbenna, pé pa zeûjé enn tî, hag oc’h harpa hé zourn war ar vôger, é krôgché enn-han̄ eunn aer.
20Ha né kéd éta tévalien, ha nann goulou, deiz ann Aotrou, amc’houlou, ha nann skéd enn-han̄?
21Kasaad ha disteûrel a rann hô kwésiou; na hétann két hô strolladou.
22Ha pa gennigfac’h d’in sakrifisou-losk, ha rôou, n’hô digémérinn két: ha na zellinn két oud hoc’h hostivou ar ré larta.
23Pella diouz-in ann trouz eûz da ganaouennou: râk na zélaouinn két soniou da liren.
24Râk va barn a rédô ével dour, ha va reizded ével eur froud kré.
25Ha kenniget hoc’h eûs-hu d’in hostivou ha sakrifisou enn distrô a-héd daou-ugen̄t vloaz, tî Israel?
26Hôgen digaset hoc’h eûz tabernakl ho Molac’h, ha skeûden hoc’h idolou, stéréden hô toué, hô poa gréat hoc’h-unan.
27Râk-sé é likiinn hô tizougen enn tu-hon̄t da Zamas, émé ann Aotrou: Doué ann arméou éo hé hanô. ———— VI. PENNAD Gourdrouzou ann Aotrou a-éneb holl di Israel.